Timbroù Faridkot

Eus Wikipedia
Timbr Faridkot – 1886-1895

Ur Stad indian er Panjab e oa Faridkot, lec’hiet e hanternoz stad Nabha.

Etre 1879 ha 1886 eo bet ur “Stad-priñselezh” emren, gwarezet gant ar Rouantelezh Unanet. Daou rummad timbroù zo bet embannet e 1879 hag e 1880 evit kas lizhiri er vro hepken. Ar moulladur zo fall a-walc’h avat hag an darn vrasañ eus timbroù an eil rummad n’int ket bet implijet zoken.

Etre 1884 ha 1887 ez eus sinet un emglev etre melestradurezh kreiz India (dindan dalc’h ar Rouantelezh Unanet) ha Stadoù bihan Faridkot, Chamba, Gwalior, Jhind, Nabha ha Patiala hag a aotren servijoù-post ar priñselezhioù da soulgargañ gant o anv timbroù an India saoz.

E 1886 e laka Faridkot e gwerzh 11 timbr soulgarget FARIDKOT STATE ha timbroù-servij FARIDKOT STATE SERVICE, warne poltred ar Rouanez Viktoria.

Timbroù gant ar soulgarg fazius “ARIDKOT” a gaver ivez.

Un termen a roer d’an emglev-se d’an 31 a viz Meurzh 1901. Timbroù Impalaeriezh saoz an India a vo implijet neuze, ha timbroù Republik India adalek 1947.