Timbroù Ejipt - Burevioù gall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Pa vez komzet eus “Burevioù gall en Egipt” e ranker kompren aze un ensavadur krouet gant melestradurezh postel ar Frañs ha hini an Egipt evit aesaat an darempredoù hag an eskemmoù kenwerzhel etre an div vro, e dibenn an XIXvet kantved. Aotreet e oa ar postoù gall a embann timbroù ispisial ha gwerzhañ anezho e tiez-post kêrioù Aleksandria ha Porzh-Said.

Burevioù gall en estrenvro a oa diouto e-barzh un nebeut broioù : Sina, Kreta, Turkia, Enez Zanzibar, Siria. Burevioù saoz, rusian, aostrian, italian… a oa digor ivez, hervez ar broioù.

Porzh Said soulgarget war un timbr 4 gwenneg, 1899

E 1899 eo embannet an timbroù kentañ : ur rummad a driwec’h skouerenn eus un timbr gall boutin doare Sage, soulgarget gant prizioù etre 1 kentim ha pemp lur. An hevelep timbroù - war-bouez anv ar gêr - a veze embannet en Aleksandria koulz hag e Porzh-Said.

Da heul e vo embannet e 1902-03 timbroù ar rummadoù mil anavezet e Bro-C’hall : « Blanc », « Mouchon » ha « Merson », warno anv kerioù Ejipt engravet. Timbroù e gwenneien ha lurioù gall int.

Timbr gall 25 gwenneg soulgarget gant barrennigoù evit Porzh Said, 1925

E 1921 eo soulgarget an timbroù gant moneiz an Egipt : “milieme” zo skrivet e-lec’h “centime”, gant ur feur 2.5 kentim o talvezout ur “milieme”. Bez zo soulgargoù disheñvel hervez al lec’h hag an amzer : "4 Mill." (Aleksandria), "4 / Milliemes" (Porzh-Said).

Evit kreñvaat pouez ar moneiz egipsian e vo duet gant barrennigoù an arouezioù gall war an timbroù embannet e 1925.

250 million - Doare “Merson” evit Alexandria, 1927

E 1927 hag e 1928 ez eus bet advoulet an timbroù kentañ, nemet gant sifroù e moneiz ar vro (eus “3 m” da “250 m”).

E 1930 eo paouezet gant ar frankiz roet da bostoù Bro-C’hall. Timbroù an Egipt hepken a vo implijet adalek ar bloaz-se.