Timbroù Datia

Eus Wikipedia
Timbr Datia – 1893

Unan eus Stadoù-priñselezh India e oa Datia da vare mestroniezh ar vro-se gant ar Rouantelezh-Unanet, lec’hiet e kreiz ar vro, enklozet e Stad Gwalior. Emezelet en deus d'an Unvaniezh Indian e 1948. Emañ an tiriad e Stad Madhya Pradesh abaoe 1956.

Gwarezva ar Rouantelezh-Unanet e oa abaoe 1804. Gant melestradurezh Datia ez eus embannet un nebeud timbroù etre 1893 ha 1919 evit bezañ implijet er vro. Timbroù an India saoz zo bet graet gante war-lerc’h.

An anv “DUTTIA STATE” a lenner war an timbroù, war-bouez an hini kentañ skrivet e yezh ar vro, moulet e 1893, hag a ziskouez un dresadenn eeun eus an Doue Ganesha.

War gein pep timbr zo bet embannet ur c’helc’hig e liv glas pe glas-mouk, siell ar Maharajah