Timbroù Aitutaki

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Timbr 3 d soulgarget - 1903
Timbr 3 d soulgarget - 1920
Timbr 1 penny - 1920

Unan eus enezennoù an Enezeg Cook er Meurvor Habask eo Aitutaki. Dindan dalc’h ar Zeland-Nevez emañ.

Timbroù an Inizi Cook zo bet implijet en Aitutaki etre 1892 ha 1903. Ar bloaz-se e teu er-maez timbroù Zeland-Nevez soulgarget “AITUTAKI” ha koust pep hini anezho e yezh ar vro : Ava Pene = Hanter penny.

E 1920 ez eus lakaet e gwerzh ur rummad a 6 timbr evit pep hini eus an Inizi Cook, Aitutaki en o zouez. Diskouez a reont poltred ar C’habiten Cook, ur wezenn-balmez, porzh Avarua…

Ur eil rummad a dri dimbr gant skeudenn ar penn-meur Te Po a vo embannet e 1927.

Adalek ar 15 a viz Meurzh 1932 hag e-pad an 40 bloaz warlerc’h ez eo timbroù an Inizi Cook a zo implijet en Aitutaki. E 1972 avat eo krouet melestradurezh postel emren en-dro war an enezenn, gant timbroù an Inizi Cook soulgarget da gentañ, ha gant timbroù en hec’h anv goude-se. E ti-moulañ Heraclio Fournier e Spagn int savet, pezh a dalv ne vezont ket implijet a galz er vro nemet gwerzhet d’an dastumerien war-eeun. Kalzig timbroù zo gouestlet d'an arzoù-kaer (oberennoù Dürer, Rubens...) ha da familh ar Rouanez Elizabeth II.

Gwelet Timbroù Zeland-Nevez