Tiksi

Eus Wikipedia
Tiksi

Tiksi (Ти́кси e rusianeg ; Тиксии e yakouteg) zo ur gêr vihan eus Rusia, e Republik Sac'ha, war ribl Meurvor skornek Arktika. Daoust ma tigresk an niver a annezidi enni ez eo c'hoazh ar gêr norshañ eus ar bed gant ouzhpenn 5 000 a dud.

Emañ Tiksi war ribl Mor Laptev, tost da zelta ar stêr Lena. Unan eus porzhioù pouezusañ Mor Laptev eo.

E-pad ar Brezel Yen e oa un aerborzh pouezus evit an arme e Tiksi. Abaoe diskar an Unvaniezh Soviedel eo digresket kalz poblañs Tiski, gant e-leizh a dud o kuitaat ar gêr vihan.