Tibor Szamuely

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Tibor Szamuely

Tibor Szamuely (18901919) oa bet anezhañ unan eus pennoù komunour Hungaria, bet kroget gantañ er penn-kentañ evel ezel eus ar Strollad Sokial-Demokratel.

Soudard e oa bet Szamuely da geñver ar Brezel Bed Kentañ ma oa bet lakaet da brizoniad gant Rusiz e 1915. Goude an Dispac'h Bolchevikour e 1917 e oa bet leusket da vont kuit ha dont a raes da vezañ komunour. E miz Kerzu 1918 ec'h eas betek Alamagn ma kemeras perzh er C'hevredad Spartakour gant Karl Liebknecht ha Rosa Luxemburg.

E miz Meurzh 1919 e oa bet kaset da benn en Hungaria un dispac'h komunour gant Béla Kun ouzh ar stern ha da neuze e teuas Tibor Szamuely da vezañ unan eus pennoù Republik Soviedel Hungaria.

Goude bezañ labouret e meur a bost disheñvel e oa bet anvet da Gomiser ar Bobl evit an Aferioù Milourel ha dindan e veli e oa bet kaset da benn ar "Spont Ruz". Sevel a reas ur bagad gwarded personel anvet "Paotred Lenin" (hungareg: Lenin-fiúk).

Da diwezh miz Mae 1919 e veajas Szamuely betek Moskov evit stourm eno evit brudañ ar dispac'h hollvedel kichen-ha-kichen gant Lenin.

Pac'h eas ar Republik Soviedel da get e teuas a-benn da dec'hel kuit eus ar "Spont Gwenn" hag a renas war-lerc'h a-enep d'an holl dud bet savet a-du gant ar gouarnamant komunour ha tec'hel a reas betek Aostria evit klask repu eno met pa oa o klask treuziñ ar bevennoù evit mont da Aostria e oa bet taget gant polis ar vro-se ha lazhet gante. Gant lod, avat, e vez lâret e oa en em lazhet.

Gwelet ivez[kemmañ]