Thyia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Tiya, pe Thyia (Θυία e gregach) a oa merc'h da Deukalion ha Pirra e mojennoù Hellaz kozh, hervez ar barzh Hesiodos, en e Eoiae pe Katalog ar Maouezed, oberenn gollet nemet ez eo miret en De Thematibus (gant Constantine Porphyrogenitus) hag en Ethnika (gant Stephanus of Byzantium).


Serc'h e oa da Zeus, an doue a oa tad he bugale Magnes ha Makednos, tad mojennel pobl Makedonia.

Hervez mojennoù Delfi e oa naiadenn an nevezamzer war ar Menez Parnassos e Fokis e kreiz Hellaz. Merc'h e oa d'an doue-stêr Kefissos, stêr Delfi. Eno en em vode an Thyiadezed, anezho menadezed hag a lide orgedoù an doue Dionisos.

Hi an hini gentañ a aberzhas da Zionisos, hag a lidas orgedoù en enor dezhañ.

Gwez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar hec'h anv, savet war ar ger θύω a dalvez frond hag aberzh, e teu anv ar gwez-tuya, gwez frondus.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]