Thomas Hobbes

Eus Wikipedia
Thomas Hobbes livet gant John Michael Wright (National Portrait Gallery, Londrez)

Thomas Hobbes, ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1588 ha marvet d'ar 4 a viz Kerzu 1679, a oa ur prederour saoz, brudet dreist-holl evit e levr, Leviathan. Al levr-se a levezono kalz ar sell war ar politikerezh e bed ar C'huzh-Heol. Hobbes a zo unan eus diazezourien ar brederouriezh politikel hag un damkaniour eus ar galloud. Prederiañ a reas war ar stad, hag a lakafe da baouez ar brezel naturel a vez etre an holl dud, hag a warantfe ar surentez eus an hinienoù.

Hiziv an deiz, Hobbes a zo brudet evit e labourioù politikel ha prederouriezhel, met labouret en deus ivez kalz war danvezioù evel an istor, ar ventoniezh, an doueoniezh, ar vuhezegezh, ar brederouriezh en he fezh, hag ar pezh a c'heller envel ar skiantoù politikel. Ouzhpenn da se, Hobbes a zisplegas an natur denel evel un natur hiniennek, ar pezh a levezono kalz ar preder denoniour.