Thomas Arne

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Thomas Augustine Arne

Thomas Augustine Arne zo ur sonaozour breizhveurat ganet ha marvet e Londrez (miz meurzh 1710 - 5 a viz Meurzh 1778).

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellout a reer ouzh e aozadur eus Rosamond, gant Joseph Addison evel e gentañ oberenn a-bouez Siwazh ez eus bet kollet ul lodenn vat eus an ton-se bremañ. Sonet e voe an aozadur-se evit ar wezh kentañ e 1733 : seniñ a ra c'hoar ar sonaozour al lodenn bennañ e-keit ha m'emañ e vreur o seniñ eben [hini ar "page-boy" e saozneg].

Rule Britannia, abadenn ziwezhañ an opera Alfred, en deus graet brud Arne hag e ra c'hoazh (er Rouantelezh Unanet, e lec'h ma vez kanet alies, da nebeutañ). Gouzout a reas, en e amzer, gounit brud a-walc'h kuit da vezañ disoñjet e-kichen sonaozourien all evel Georg Friedrich Händel pe sonaozourien bouezusoc'h.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]