Michael Jackson's This Is It

Eus Wikipedia
(Adkaset eus This Is It (film))
Michael Jackson's This Is It
Filmdata
Titl orin Michael Jackson's This Is It
Bro produiñ Stadoù Unanet
Deuet er-maez 28 a viz Here 2009
Yezh orin Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 112 munutenn
Skigner Sony Pictures
Pare
Filmaozer Kenny Ortega
Produer Paul Gongaware
Randy Phillips
Sony Pictures
The Michael Jackson Company
AEG Live
Stimulated
Sonerezh Michael Bearden
Liammoù diavaez

Michael Jackson's This Is It a zo ur film amerikan deuet er-maez e 2009. Kavet e vez ennañ videoioù eus Michael Jackson o pleustriñ evit ar rummad sonadegoù a ranke ober e Londrez, hag a zo bet nullet goude e varv d'ar 25 a viz Even 2009. Filmet eo bet ar pleustradegoù e Staples Center Los Angeles.

Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 10 a viz Eost 2009 en deus dibabet barner Lez-varn uhel Los Angeles, Beckloff Mitchell, a zo savet a-du gant un emglev etre AEG Live (penngaser ar sonadegoù This Is It) ha Sony Pictures da geñver hêrezh gwirioù oberour ar filmoù bet savet diwar ar pleustradegoù. Aotreet eo Sony Pictures da sevel ur film adalek ar c'hantadoù a eurvezhioù film, a-enep ar sammad a 60 milion a zollarioù evit ar gwirioù sinematografel[1]. Gwiriet eo bet gant ur skrid bet embannet war lec'hien internet ar familh Jackson, an tammoù dibabet a vo e 3-D hag ar film a vo diazezet war buhez ha labour Michael Jakson hag divizoù gant mignoned kozh ar star[2]. Sonerezh ar film This Is It a teuio er maez e CD d'ar 26 a viz Here 2009.

Skog ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Ar film This Is It zo e penn ar box-office bedel, 101 milion a zollarioù enkef a zo bet dindan ar pemp devezh kentañ goude ma teufe er-maez. E-tro un drederenn eus an enkef-se a zeu eus ar Stadoù Unanet hag ar C'hanada, 32,5 milion a zollarioù. Gant ar skigner, Columbia, e vez gortozet un enkef etre 30 ha 40 milion a zollarioù en devezhioù kentañ.
Ar broioù all e lec'h ma'z eus bet ur berzh bras a zo : Japan (10,4 milion a zollarioù), Rouantelezh-Unanet (7,6 milion), Alamagn (6,3), Bro-C'hall (5,8), ostralia (3,6) ha Sina (3,2).

Danvez ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Padout a ra ar film 1 eurvezh hag 51 munutenn.Savet eo diwar filmoù eus pleustradegoù Michael Jakson evit This Is It[3].

An tammoù filmoù-se a ranke bezañ e bonus an DVD diwar-benn an troiad sonadegoù.

Kanaouennoù a gaver er film


Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Sony Pictures to produce Michael Jackson film
  2. News
  3. https://web.archive.org/web/20090702072232/http://www.elusiveshadow.com/200906291160/this-is-it-100-heures-de-repetitions-enregistrees.php

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]