This Heat

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur strollad sonerezh arnod a Vro-Saoz eo This Heat. Ennañ e kaver Charles Bullen (gitar, treujenn-gaol, alto, kan, enrolladennoù), Charles Hayward (toserezh, touchennegoù, kan, enrolladennoù) ha Gareth Williams (touchennegoù, gitar, gitar boud, kan, enrolladennoù). Savet eo bet ar strollad e dibenn 1975 e Brixton (Londrez), ha divodet eo bet e 1982.

Diazezet eo sonerezh This Heat war implij teknikoù tredanglevedoniek, enrolladennoù, loops pe c'hoazh touchennegoù lakaet da ziazez evit tonioù savet war ar prim, en ur zerc'hel d'ul line-up rock diazez a-walc'h : gitar boud, taboulinoù ha kan.



Pladennoù[kemmañ]

  • This Heat (1978; adembannet e 2006)
  • Health And Efficiency (1981; 12" EP)
  • Deceit (1981)
  • This Heat with Mario Boyer Diekuuroh (1982; split-kasedig gant Albert Marcoeur)
  • Live In Krefeld (1986; kasedig)
  • The Peel Sessions (1988; EP)
  • Repeat (1993; CD)
  • Made Available (1996; CD)
  • Out of Cold Storage (2006; 6 CD box set)