Thibaut Privat

Eus Wikipedia

Thibaut Privat a zo ur rugbier gall ganet d'ar 6 a viz C'hwevrer 1979 e Nimes (Gard). C'hoari a ra en eil renk gant ASM Clermont Auvergne.

Stummet eo bet Privat gant RC Nîmes Gard a-raok mont da Veziers evit c'hoari er rummad kentañ gant ASBH. E 2003 en deus sinet e Clermont hag abaoe-se en deus kemeret perzh e krogadoù pouezusañ ar c'hlub. Bewech e oa war an dachenn evit ar gourfennoù c'hoariet gant Clermont, ar re kollet met ar re gounezet ivez (aet eo ar maout gantañ div wech: European Challenge Cup e 2007 ha Top 14 e 2010). E skiant-prenet hag e spered stourmer a vez pouezus-tre en eil renk.

Evit skipailh rugbi Frañs eo bet dibabet Privat dek gwech abaoe 2001. Tournamant ar 6 broad 2002 en deus gounezet en ur c'hoari tri c'hrogad enep Italia, Bro-Gembre ha Bro-Skos. Da c'houde eo bet dibabet evit kemer perzh e Kib ar bed 2003 gant ar Re C'hlas met n'en deus c'hoariet nemet ur c'hrogad, an hini diwezhañ evit an trede plas enep Zeland-Nevez. N'eo ket bet dibabet abaoe 2005.

Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1999-2003. AS Béziers Hérault
  • 2003-2011. ASM Clermont Auvergne

Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tournamant ar 6 broad 2002
  • European Challenge Cup 2007
  • Kampionad Frañs 2010
  • gourfennad Kampionad Frañs 2007, 2008 ha 2009
  • gourfennad European Challenge Cup 2004