Therese Mathilde von Mecklenburg-Strelitz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Therese Mathilde von Mecklenburg-Strelitz
Therese Mathilde von Thurn und Taxis, e Regensburg war-dro 1800, poltredet gant Carlo Restallino

Therese Mathilde von Mecklenburg-Strelitz (1773–1839), a oa ur briñsez alaman, c'hoar d'ar rouanez Luise, hag a deuas da vout priñsez Thurn und Taxis goude dimeziñ d'ar priñs Karl Alexander von Thurn und Taxis.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa e 1776. Merc'h e oa da Karl II, Dug Mecklenburg-Strelitz, priñs pennhêr dugelezh Mecklenburg-Strelitz, letanant jeneral Hannover, ha da Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782) e bried kentañ. C'hoar e oa:

Bugelig 9 bloaz e oa pa varvas he mamm, ma addimezas he zad d'e c'hoar-gaer, Charlotte von Hessen-Darmstadt (1755–1785). Adalek 1786 (13 vloaz e oa) e voe savet Therese hag he c'hoarezed gant o mamm-gozh, e Darmstadt. D'o c'helenn e oa ur c'houarnerez protestant Salomé de Gélieu, eus Neuchâtel (a oa da Brusia neuze), ha gallegerez.


Dimeziñ[kemmañ]

E miz Mae 1789 e voe dimezet Therese da Karl Alexander, 5vet Priñs Thurn ha Taxis en Neustrelitz, Mecklenburg-Strelitz. Hennezh a oa mab da Karl Anselm, 4vet Priñs Thurn ha Taxis ha d'e bried Auguste von Württemberg.

Nizez e oa Therese da Charlotte von Mecklenburg-Strelitz, a oa dimezet da George III, roue Bro-Saoz, ha hennezh en doa graet ar jubenn hag a daolas evezh ma c'hallje Therese derc'hel d'he relijion brotestant.

Bugale[kemmañ]

Seizh bugel o doe Therese ha Karl Alexander :

Besterd[kemmañ]

Anaoudegezh a reas gant un diplomat bavarian, ar c'hont Maximilian von Lerchenfeld, pe Maximilian, Graf von und zu Lerchenfeld auf Köfering und Schönberg (München, 1772 – Kassel, 1809). Hennezh a oa dimezet e Mae 1789 da Maria Anna Philippine Walburga Groschlag von Dieburg, hag ur mab o doa bet.
Bugale o doe Therese hag ar c'hont. Unan a voe Kont von Stockau; ar re all a voe anvet von Stargard.[1] en o zouez:

Politikerezh[kemmañ]

En 1790 Anne-César, Chevalier de la Luzerne, Kannad Bro-C'hall e Breizh-Veur, a gemennas e oa bet soñjet e pried Therese evel roue stad nevez an Izelvroioù Aostrian hag e oa prest moereb Therese, ar rouanez Charlotte, da reiñ harp d'ar mennozh-se; kement-se avat ne oa ken nemet brud, ha Charlotte hag he fried, ar roue George III, a gave ne oa ket Karl Alexander a renk uhel a-walc'h evit bezañ lakaet da roue.

Therese ha Karl Alexander a oa o chom, da gentañ (betek 1797) e Palez Thurn und Taxis en Frankfurt am Main. Perzh bras a gemeras Therese e mererezh tiegezh ar Priñs ha hini e zouaroù. Adalek deroù o dimeziñ, tost da vat, eo Therese a rae war-dro darempredoù diavaez he fried. E 1797 e voe anvet Karl Alexander da Vestr Jeneral ar Post ha da Bennkomiser an Dael Impalaerel Hollbad e Regensburg, kêr ar Reichstag peurbadel (abaoe 1664). Ha Therese adarre a reas war-dro mererezh ar post.

E-kichen da se e oa troet ivez gant an arz hag al lennegezh.[2] Degemer a rae en he saloñs barzhed ha skrivagnerien evel Jean Paul, Friedrich Rückert, Johann Kaspar Lavater, ha Friedrich Gottlieb Klopstock.[3]

Mont a reas ar priñs, he fried, da Bariz, pedet ma oa bet gant Napoleone Buonaparte da zont da studiañ raktresoù politikel nevez gantañ, hag eno e chomas e-pad bloavezhioù. E-keit-se ec'h orgedas Terese ouzh un diplomat bavarian, ar c'hont Maximilian-Emmanuel Lerchenfeld. Bugale o doe, e-kuzh war a hañval.

Goude da Napoleon stagañ Priñselezh Thurn und Taxis ouzh Rouantelezh Bavaria en 1806, diskar an Impalaeriezh Santel ha krouiñ Kengevredad ar Roen, a zegasas fin ar Reichspost Impalaerel.

Evel he c'hoar Luise von Mecklenburg-Strelitz, rouanez Prusia, ne deuas ket a-benn da varc'hata gant Napoleon. Diwezhatoc'h, e-pad Kendalc'h Vienna, e tifennas brav interestoù tiegezh Thurn und Taxis.

He marv[kemmañ]

An Dugez Therese a varvas en Taxis, Regensburg, da 65 bloaz.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. http://genealogy.euweb.cz/meckl/meckl7.html
  2. Kalmus, a. a. O., S. 430f.
  3. Dallmeier, Schad, a. a. O., S. 90.