Theodor Storm

Eus Wikipedia
Theodor Storm
Delwenn en Husum

Hans Theodor Woldsen Storm (Husum, 14 a viz Gwengolo 1817Hanerau-Hademarschen, 4 a viz Gouere 1888) zo ur skrivagner alaman brudet evit e oberennoù e komz-plaen hag e varzhonegoù.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Theodor Storm zo bet ganet da Johann Casimir Storm ha Lucie Woldsenen un tiegezh pennoù-bras e Husum (Schleswig-Holstein), ma tremenas ur bugaleaj eürus ha bugulgan. Studiet en doa e dad ar gwir e Heidelberg hag e Kiel, ha deuet da vezañ kuzulier war an aferioù lezennel e porzh kozh Husum.
Goude bezañ tapet ar vachelourezh e Lübeck ez eas Theodor Storm da Giel da studiañ ar Gwir ivez, hag e 1843 en em stalias evel alvokad e Husum. D’ar c’houlz-se e krogas e vignoniezh gant Ferdinand Röse, Theodor ha Tycho Mommsen, hag e 1843 ec’h embannas gant ar vreudeur Mommsen al Lieder Buch dreier Freunde ("Levr kannaouennoù tri mignon"). E 1846 e timezas gant unan eus e genitervezed, Constanz.

E 1853 e tibabas Storm kuitaat Husum evit diskouez ne oa ket a-du gant ar raktres dezvad a selle ouzh ar Schleswig-Holstein bet savet gant gouarnamant Danmark hag a embannas ur vonreizh nevez. Start e voe deroù e vuhez a wiraour dindan ar Stad Prusian. Fiziet e voe ennañ ar giriegezh a varner e Potsdam hag e Heiligenstadt (Thüringen) goude-se. E 1864 ez eas Daniz kuit ha distreiñ a reas T. Storm da Husum, ma voe barner. E penn ar polis edo ivez, hag atebeg war an aferioù gwardoniezh. E 1880 e kuitaas Husum da vat evit annezañ e Hademarschen, e-kichen Itzehoe (Schleswig-Holstein).

D’ar 4 a viz Gouere 1888 e varvas Theodor Storm diwar ur c’hrign-bev. E bered Sant Jürgen e Husum e voe beziet. Dek vloaz war-lerc’h, d’ar 14 a viz Gwengolo 1898, e voe savet en e eñvor delwenn e gorf-bras kizellet gant Adolf Brütt eus Husum.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dornskrid gant T. Storm e-kerzh Brezel 1870-1871

Awenet eo skridoù Storm gant danevelloù ha mojennoù-pobl hengounel e vro, gant oberenn skrivagnerien evel Eduard Mörike (18041875) ivez, ur c‘hamalad dezhañ hag ur c’henskriver, pe Paul Heyse (18301914), bet anavezet e-kerzh ar prantad-amzer en harlu.
E "Levr kannaouennoù tri mignon" (1843) e voe embannet e varzhonegoù kentañ, ul labour a-stroll gant e gamalad a yaouankiz Theodor Mommsen. Ezteurel a reont ur garantez dispi evit mignonez e c’hoar, Bertha Buchan, oadet a 11 vloaz. Gant Immensee (1851), un danevell droug-hirnez ha melkonius diwar-benn baradoz kollet ar yaouankiz. Dispakañ a ra aze e ijin ha gounit brud vat. Levezonet eo gant barzhonegoù lourennek kentañ Goethe, tra ma klask silañ en e oberennoù e soñj a-fed karantez, an natur hag ar gourc’hoant e-keñver Alamagn.

O tont d’e vent e skrivas Storm danevelloù dibar ha kizidik meurbet evit a sell ouzh ar studioù psikologel, ur realouriezh kreñvoc’h hag un dudi brasoc’h-brasañ evit ar c’hudennoù a ya dreist d’an hinienn. E-touez an danevelloù pennañ diwar e zorn emañ Viola tricolora (1874), Aquis submersus (1876), Renate (1878) ha Heinz Kirch (1882). E fin e vuhez e skrivas un drajedienn hag a zo e bennoberenn moarvat, Die Schimmelreiter ("Ar marc’heg e varc’h gwenn", 1888).

Oberoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Immensee (1849)
  • Gedichte (1857)
  • Auf dem Staatshof (1859)
  • Veronica (1861)
  • Die Regentrude (1866)
  • Viola tricolor (1874)
  • Pole Poppenspäler (1875)
  • Aquis submersus (1877)
  • Carsten Curator (1878)
  • Bötjer Basch (1887)
  • Der Schimmelreiter (1888)

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]