Thebaidos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartouchenn lec'hioù.jpg
Pennad lodek eus an heuliad
Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur
Egypt Karnak test.png


Thebaidos (pe Thebaid) (gresianeg Θηβαίς Thebais, Θηβαίδος Thebaidos) a reer eus ur rannvro eus Henegipt a veze bodet enni an 13 nom suañ eus Gorre Egipt. En em ledañ a rae eus Abydos betek Aswan. Dont a ra an anv eus anv Teba, kêr-benn gozh Egipt, nepell.

Da vare tierniezh Ptolemaios e oa eus Thebaidos un rannvro velestradurel hepken, en he fenn Epistrategos Teba. Hennezh a oa en e garg evezhiañ ar merdeiñ war ar Mor ruz hag ar Meurvor Indez.

E-pad an Impalaeriezh roman e voe krouet proviñs Thebaidos gant an impalaer Diokletian. Gwardet e veze gant al lejionoù I Maximiana Thebanorum ha II Flavia Constantia.

E-tro ar Vvet kantved e oa un dezerzh m'en em denne benitiourien kristen. En arz kristen e vez eztaolet Thebaidos evel ul lec'h darempredet-kenañ gant ar venec'h.

Er pennad-mañ ez eus arroudoù tennet eus embannadur 1907 an Nuttall Encyclopaedia zo en domani foran.


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg