The Terminator
The Terminator a zo ur film skiant-faltazi stadunanat bet sevenet gant James Cameron e 1984. A-drugarez d'ar film-se e voe brudet da vat an aktor Arnold Schwarzenegger.
Taolenn |
Synopsis [kemmañ]
Los Angeles, 2029. Distrujet eo kêr penn-da-benn. Dindan beli roboted bet krouet gant an urzhiataer Skynet emañ ar bed, goude ur brezel nukleel. Un nebeud tud a glask stourm a-enep da se, met diaes e vo dezho bezañ trec'h. Los Angeles, 1984. A-drugarez d'un arnev tredanwarellek e teu un den kevrinus war an douar, an Terminator. Ur robot un neuz denel dezhañ eo. O tont eus an amzer da zont emañ, a-benn kas e gefridi da benn : lazhañ ur plac'h anvet Sarah Connor. Perzh ar plac'h-se a vo bras-tre en amzer da zont, rak mamm an den a vo e penn an emsavadeg a-enep d'ar roboted e vo-hi. Kyle Reese a zeu ivez eus anamzer da zont, e bal eo gwareziñ ar plac'h-se, ar pezh a vo gwall ziaes, rak kreñv-kenañ eo Terminator.
Levezonoù [kemmañ]
- Tem ur robot o tont eus an amzer-da-zont a gaver er rummad Berserker gant Fred Saberhagen.
- Cyborg 2087 (ur film bet savet e 1966) a zo damheñvel.
- Neuz Terminator - hanter zen ha hanter robot - a c'hallfe dont eus an dudenn comic-book anvet Deathlock, rak gwall varrek war dachenn ar c'homics eo James Cameron.
Perzhioù teknik ar film [kemmañ]
- Titl orin : The Terminator
- Filmaozañ : James Cameron
- Senario : James Cameron, Gale Anne Hurd ha Harlan Ellison
- Produiñ : Gale Anne Hurd, John Daly, Derek Gibson
- Embregerezh produiñ : Hemdale Film Corporation, Pacific Western, Euro Film Funding ha Cinema 84
- Skignañ : Orion Pictures Corporation
- Sonerezh : Brad Fiedel
- Rener arzoù : George Costello
- Dilhad : Hilary Wright
- Krouiñ Terminator : Stan Winston
- Efedoù ispisial : Roger George ha Frank DeMarco
- Embregerezh efedoù ispisial : Fantasy II Film Effects
- Luc'hskeudenniñ : Adam Greenberg
- Son : Richard Lightstone
- Frammañ : Mark Goldblatt
- Budged : 6 400 000 $
- Broorin : SUA ha Rouantelezh-Unanet
- Stumm : Liv- 1,85:1 - 35 mm
- Seurt : skiant-faltazi, thriller
- Padelezh : 1 eurvezh 46
- Deuet er-maez :
- SUA : 26 a viz Here 1984
- Rouantelezh-Unanet : 11 a viz Genver 1985, hag en-dro d'ar 16 a viz Meurzh 2001
- Frañs : 24 a viz Ebrel 1985
- Difennet dindan 12 vloaz
Aktourien [kemmañ]
| Aktour | Perzh |
|---|---|
| Arnold Schwarzenegger | Terminator |
| Michael Biehn | Kyle Reese |
| Linda Hamilton | Sarah J. Connor |
| Paul Winfield | Letanant Ed Traxler |
| Lance Henriksen | Enklasker Hal Vukovich |
| Bess Motta | Ginger Ventura |
| Earl Boen | Dr. Peter Silberman |
| Rick Rossovich | Matt Buchanan |
| Dick Miller | Pawnshop Clerk |
| Shawn Schepps | Nancy |
| Bruce M. Kerner | Desk Sergeant |
| Franco Columbu | Terminator da zont |
| Bill Paxton | Penn ar bunked |
| Brad Rearden | Punk |
| Brian Thompson | Punk |
Saga Terminator [kemmañ]
- Terminator 2: Judgment Day (1991)
- Terminator 3: Rise of the Machines (2003)
- Terminator: The Sarah Connor Chronicles (2008-2009) - heuliad evit an tele
- Terminator Salvation (2009)