The Rakes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur strollad rock / post-punk saoz savet e 2003 eo The Rakes.

Istor ar strollad[kemmañ]

E 2004 en deus ar strollad sinet ur gevrat gant an ti-embann pladennoù V2 Records. Er memes bloavezh eo bet dizoloet a-drugarez d'e abadenn e-pad an Transmusicales e Roazhon, ha sonet en deus e-pad penn-kentañ troiad Bloc Party.

E 2005 eo deuet er-maez pladenn gentañ ar strollad, Capture/Release he zitl. Levezon strolladoù punk (Buzzcocks) ha post-punk (Wire) a glever enni. Er meme bloavezh o deus sonet e penn-kentañ abadennoù Franz Ferdinand e Europa.

E penn-kentañ 2006 o deus The Rakes lakaet embann un EP anvet All Too Human. Er bloavezh-se e troont o-unan evit ar wech kentañ, hag e kemeront perzh er raktres "Monsieur Gainsbourg Revisited" (kanaouennoù Serge Gainsbourg sonet en-dro gant strolladoù saoz). Ganto eo deuet "Le Poinçonneur des Lilas" da vezañ "Just a Man with A job". Er memes bloavezh ez eus deuet er-maez ur bladenn enni kanaouennoù Capture/Release advesket. Anvet eo ar bladenn-se "Remixes".

D'ar 26 a viz Meurzh 2007 eo deuet er-maez o eil pladenn anvet Ten New Messages.

Izili ar strollad[kemmañ]

  • Alan Donohoe (kan)
  • Matthew Swinnerton (gitar)
  • Jamie Hornsmith (gitar boud)
  • Lasse Petersen (taboulinoù)
  • Ethan Dickens (soner a zeu ganto evit an troiadoù evit seniñ touchennaoueg ha binvioù-sko) erlec'hiet gant Geoff abaoe miz Gouere 2007.

Pladennoù[kemmañ]

Pladennoù single

  • Retreat (2005)
  • Strasbourg (2005)
  • Work, Work, Work (Pub, Club, Sleep) (2005)
  • 22 Grand Job (2005)
  • All Too Human (2006)
  • We Danced Together (2007)
  • The World Was A Mess But His Hair Was Perfect (2007)

Pladennoù LP

  • 2005 : Capture/Release
  • 2007 : Ten New Messages
  • 2009 : Klang

Liamm diavaez[kemmañ]

Lec'hienn ofisiel