The Pirate Bay

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo The Pirate Bay

The Pirate Bay a zo ul lec'hienn ma c'haller eskemm restroù torrent. Diazezet eo e Sveden, ha krouerien al lec'hienn a embann ez eo «servijour torrent brasañ ar rouedad». Ouzhpenn ur milion a weladennerien a vefe bemdez. tracker Bittorent brasañ ar bed eo ivez.

E miz Mae hag e miz Even 2006 e voe meneget alies anv The Pirate Bay er c'hazetennoù, rak un arouez eus ar stourm a-enep da oberoù an tiez-embann bras (anvet major) hag a-enep da gemmoù ar gwirioù oberour eo.[1].

Taolennadur[kemmañ]

Manifestadeg e Stockholm pa voe kemeret ar servijourien, d'an 3 a viz Even 2006

The Pirate Bay a zo unan eus al lec'hiennoù brasañ enno restroù BitTorrent. Kement-se a zo difennet e meur a vro, rak eilennoù diavaez lezenn eo ar restroù-se.

Istor[kemmañ]

Diwar urzh ministrerezh justis Sveden (d'an 31 a viz Mae 2006) [2], e voe kaset 50 poliser da furchal ha da dapout servijourien al lec'hiennoù hag ivez servijourien an herbec'hier anvet PRQ, en o zouez re Piratbyrån, (un aozadur distag, e bal stourm evit ar gwir da reiñ restroù). 300 lec'hienn ha n'o doa liamm ebet gant The Pirate Bay a voe stanket. [3]. Tri merour hag herberc'hier al lec'hienn a voe harzet ha goulennataet gant ar polis, ha laosket e voent da vont kuit e fin an devezh.

Ur chadenn skinwel a skignas dielloù enno peadra da brouiñ o doa tud MPA pouezet war gouarnamant Sveden hag o doa graet anv eus kastizoù argant a-enep da Sveden. Kement-se a zo kontrol da vonreizh Sveden (disparti ar galloudoù), peogwir ne c'hall ket ar gouarnamant aozañ prosezoù[4]. War a dachenn bolitikel e voe lakaet an afer, pa c'houlennas izili Centerpartiet ma vefe aozet ur bodad enklask kaset gant kannaded diwar-benn izili minsitrerezh ar justis o doa lakaet prennañ al lec'hienn[5].

Servijourien The Pirate Bay a voe digoret en-dro en Izelvroioù d'an 2 a viz Even 2006. 600 den a vanifestas e Stockholm hag e Göteborg a-benn diskouez o c'henskoazell. D'ar 14 a viz Even 2006 ec'h embannas unan eus merourien al lec'hienn e oa bet kaset en-dro ar servijourien da Sveden. Ne voe tamm displegadenn ebet, met soñjal a reer e oa bet pouezet warno gant ministrerezh justis an Izelvroioù ha gant hini ar Stadoù-Unanet.[6].

E miz Genver 2007 e reas krouerien The Pirate Bay ur galv a-benn kaout peadra da brenañ enezenn Sealand a-benn sevel ur vroadig[7]. Met ne voe ket eus ar werzh, rak Priñs Michael Bates a nac'has ma vefe implijet e enezenn a-enep da lezennoù etrebroadel[8]. Neuze e lavaras Tobias Andersson e chomfe The Pirate Bay e Sveden[9].

E miz Even 2007 e kinnigas merourien The Pirate Bay ur servij skeudennoù hep tamm kontrollerezh ebet, anvet Bayimg [2].

D'an 21 a viz Even 2007 ec'h embannas merourien The Pirate Bay e felle dezho kas meur a embregerezh dirak al lez-varn, goude ma vefe bet embannet kemennadennoù MediaDefender. Er c'hemennadennoù-se, hag a voe skignet war internet, ez eo splann e labouras MediaDefender evit an embregerezhioù-se dre glask distruj trackerien The Pirate Bay[10]. Sed roll an embregerezhioù tamallet gant The Pirate Bay :

D'an 31 a viz Genver 2008 e tivizas ur prokulor svedat kas pevar merour al lec'hienn dirak al lez-varn. Ar prosez a grogas d'ar 16 a viz C'hwevrer 2008, hag ar c'hastiz a c'hallje bezañ 123 000 euro hag ur bloavezh toull-bac'h. Rebechet e vez ouzh Hans Fredrik Neij, Per Svartholm Warg, Peter Kolmisoppi ha Carl Lundström bezañ aotreet eilañ un ugent bennak a bladennoù, a filmoù hag a c'hoarioù video. [11]

D'an 12 a viz Eost 2008 e c'houlennas Giancarlo Mancusi, ur prokulor italian, ma vefe stanket an anv domani hag ar chomlec'hioù IP implijet gant The Pirate Bay. [12] Merourien The Pirate Bay a gemmas diouzhtu o chomlec'hioù IP.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Liamm diavaez[kemmañ]

Daveoù[kemmañ]

  1. Abordage raté de «The Pirate Bay», Libération, 8 a viz Even 2006
  2. The Pirate Bay de nouveau présent sur des serveurs en Suède, kemennadenn AFP, 14 a viz Even 2006
  3. The Pirate Bay de retour chez lui, Ratiatum, 15 a viz Even 2006
  4. ThePirateBay : des documents confirment les pressions, Ratiatum, 21 a viz Even 2006
  5. Bodström welcomes interference probe, The local, 21 a viz Even 2006
  6. US government behind Pirate Bay raid, The Local, 2 a viz Even 2006
  7. La solution pour légaliser le P2P, achetez une île, Ratiatum, 15 a viz Genver 2007
  8. La Principauté de Sealand ne sera pas vendue aux pirates, Ratiatum, 19 a viz Genver 2007
  9. The Pirate Bay restera amarré en Suède, Ratiatum, 24 a viz C'hwevrer 2007
  10. The Pirate Bay files charges against media companies
  11. Ca sent le sapin pour Pirate Bay ?, ZATAZ, 1añ a viz C'hwevrer 2008
  12. [1]