The House of Love

Eus Wikipedia

The House of Love a oa ur strollad rock a Vreizh-Veur hag a oa àr ar stern etre dibenn ar blezioù 1980 ha penn kentañ ar blezioù 1990. Àr-lerc'h e oa aet ar strollad da get met nevezik zo, e 2005, eo bet adsavet ar strollad hag ur bladenn nevez zo daet er-maez ("Days Run Away"). Guy Chadwick (mouezh, gitar), Terry Bickers (gitar), Andrea Heukamp (mouezh, gitar), Pete Evans (taboulinoù) ha Chris Groothuizen (gitar-boud) a oa izili a-orin ar strollad, met Bickers a yeas kuit e 1989 ha Simon Walker a gemeras e lec'h, hag àr-lerc'h, e 1992, e voe erlerc'hiet hemañ-diwezhañ get Simon Mawby. Heukamp a yeas kuit e 1987.

Savet e oa bet ar strollad en Islington e Bro-Saoz e 1986, hag un nebeud pladennoù bihan (single) da heul ha da c'houde o fladenn vras kentañ e 1988, dizanv anezhi (èl an albumoù arall betek 1991). Ha tapet brud gete a-drugarez d'an tonioù single "Destroy the Heart" ha "Blind" pe "Mr. Joe".

Engouestlet e voent get ar label Fontana evit ur bern argant! Met àr-lerc'h un nebeud tonioù ha troioù fiskal e oa aet awen ar strollad da netra, hag e voe achu e 1991. Tenn e oa daet da vout an darempredoù etre izili ar strollad àr ar marc'had.... Ha drogaj ouzhpenn, tra ne oa ket evit gwellaat o stad.

Daoust d'ar seurt enebiezh a oa etre Chadwick ha Bickers e voe adsavet ar strollad, souezhusat tra, e 2005, hag un droiad sonadegoù da heul (dre Vro-Saoz hag Iwerzhon) hag un albom nevez ivez : "Days Run Away" e añv.

Piv a oa er strollad ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Guy Chadwick (mouezh, gitar)
  • Terry Bickers (gitar)
  • Pete Evans (taboulinoù)
  • Chris Groothuizen (gitar boud)