The Chordettes

Eus Wikipedia
The Chordettes

The Chordettes a oa ur strollad peder c'hanerez stadunanat hag a oa bet krouet e 1946 e Sheboygan (Wisconsin).

Kentañ izili ar strollad a voe :

Janet Buschmann, aet da Janet Ertel goude dimeziñ,
Jennifer Cole, aet da Jinny Osborn goude dimeziñ,
Carol Hagedorn, aet da gCarol Buschmann goude dimeziñ,
Dorothy Hummitzsch.

Aet da zDorothy Schwartz e 1952 goude dimeziñ e voe erlec'hiet Dorothy Hummitzsch gant Lynn Evans. Ha hi dougerez e voe erlec'hiet Jinny Osborn e 1953 gant Margie Needham. Goude dimeziñ gant ar soner stadunanat Archie Bleyer e dibenn 1953 e voe erlec'hiet Janet Ertel gant Nancy Overton e 1958.

Mil anavezet eo o c'hanaouennoù Mr. Sandman (1954) ha Lollipop (1958).

E 1961 he devoa graet he soñj Jinny Osborn mont kuit diouzh he c'henganerezed, ar pezh a reas d'ar strollad mont da get.