Thales Miletos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Thales Miletos

Thales Miletos anvet Thales peurvuiañ (e gresianeg kozh Θαλής / Thalês), a oa ur prederour ionian eus ar marevezh kent Sokrates. Ganet e oa bet e Miletos e-tro ar bloavezh 625 ha marvet war-dro ar bloavezh 547 kent J.-K. Unan eus Seizh Fur Bro-C'hres a oa anezhañ ha krediñ a reer e oa bet savet Skol Miletos gantañ. Sellet e vez ouzh Thales Miletos evel ouzh ar c'hentañ prederour, skiantour ha matematikour gresian hag ivez evel ar c'hentañ prederour eus ar C'hornôg [1].

E vuhez[kemmañ]

Diaes eo lec'hiañ anezhañ en amzer ma talc'her kont eus deiziad ar fallaenn heol a vije bet rakjedet gantañ [2]. Met lavaret a ra Diojenes Laertios e vije marvet da vare an 58-vet olimpiadenn (548-545 kent. J.-K.).

Anat eo e oa bet dreistkaeraet buhez Thales , ar pezh a anavezomp eus ar prederour-se, evel evit ar brederourien all eus ar marevezh kent Sokrates, a skoazell ac'hanomp dreist-holl da anavezout patrom boutin ar furien e Bro-C'hres. Diwar ar pezh a oa bet skrivet gant Herodotos, e tanevell Diojenes e vefe Thales ur mab da Esamios, ur marc'hadour ha da Gleobuline[3]. Lennet e vez a-wechoù e vefe un diskennad eus tiegezh an D/Thelidaeed, rouaned mojennel a Fenikia dre lignez Agenor ha Kadmos Thebai. Diojenes ha mammennoù all a zisklêr a-du-arall e oa a orin beotian pe fenikian marteze, m'en dije bevet da vare Solon ha Kresus ha ma vije deuet da chom da Viletos gant e vignon Neileos. N'eo ket sur eta e vije bet ur Miletosad eus Thales, goude ma vez graet anezhañ diskennad un tiegezh pinvidik eus Miletos gant un hengoun ledet a-walc'h.

Pa oa savet Miletos gant ar C'hresianed e oa ul lodenn eus ar boblañs hag a oa a orin karian. Anv tad Thales zo savet war ur patrom karian.

War a skriv Diojenes Laertios (1.25-26) e oa daou istor diwar-benn buhez Thales. Hervez an hini kentañ e oa dimezet hag en doa bet ur mab, Kibisthus pe G/Kibisthon, peotramant e advabas ur niz dezhañ a oa en anv-se. Hervez an eil istor ne zimezas nepred ha ma lâre e oa re yaouank da zimeziñ pa oa yaouank ha re ziwezhat da eurediñ pa oa erru war an oad.

Kregiñ a reas e vuhez evel marc'hadour ha goude e kemeras perzh er vuhez politikel.

Setu amañ ar pezh a zanevell Diojenes Laertios evit ar pezh a sell ouzh e vuhez politikel: « Seblantout a ra bezañ bet ur c'huzulier politikel a-bouez. Pa oa bet kaset kannaded gant ar roue Kresus evit kinnig d'ar Viletosiz kemer perzh gantañ er brezel a-enep d'ar Bersed e savas a-enep ar c'hinnig. A-drugarez d'an nac'hadenn-se e chomas dieub ar geoded goude trec'h Kirus. » Oc'h harpañ war ar vrud en doa gounezet e-giz-se e teuas a-benn da lakaat ar c'heodedoù-stad (pe polisoù) eus Ionia da sevel ur c'hevredad [4].

E-pad ar brezel etre ar Bersed hag ar Lidianed, en dije distroet ul lodenn eus ar stêr Halis diouzh he naoz evit lezel arme Krezus da dremen[5].

Un devezh e savas en ur vag o vont da Naokratis (Egipt a-vremañ), kêr brudet evit gouiziegezh he skiantourien. Studiañ a reas ar matematik eno, ar ventoniezh pergen, hag e reas un nebeud dizoloadennoù war an dachenn-se c'hoazh[6].

Damkaniezhoù[kemmañ]

Ne oa ket bet dedennet Thales gant an niveroniezh hag ar jedoniezh met kentoc'h gant ar ventoniezh. An nevezadenn bouezusañ a zegasas a oa disklêriañ gwirionezhioù, na oant ket gwir evit un dra fetis pe un degouezh dibar hepken met a oa gwir atav evit holl ur rummad traoù difetis, pep hini eus an traezoù matematek-se o vont d'ober ur boud ideel, na c'halled ket meizañ 'met dre ar preder ha représentatif eus an holl draezoù damheñvel a c'haller ijinañ.

Mentoniezh[kemmañ]

Anavezet mat e oa Thales evit e implij nevez eus ar ventoniezh. Gouest e oa da lakat e anaoudegezhioù da dalvezout en un doare pleustrek. Hervez Diojenes Laertios e Buhezioù, doktrinoù ha lavaroù ar brederourien illur da skouer, e lavar Hieronim e oa bet gouest da vuzuliañ ment piramidennoù Bro-Egipt. Klasket en dije ar Faraon Amasis amprouiñ e ouiziegezh hag en dije lâret dezhañ ne oa den ebet gouest da c'hoût pe uhelder e oa ar Biramidenn Vras [7].


Teorem Thales : DE/BC = AE/AC = AD/AB


Brudet eo e anv a-drugarez da deorem Thales (na anaveze ket) a ro liammadennoù etre keñverioù hedoù en tric'hornioù. Lakaet e vije bet anat an teorem-se evit ar wezh kentañ gant Euklides a zispleg anezhañ e c'hwec'hvet levrenn an Elfennoù.

steredouriezh[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Da skouer, Nietzsche, ar Brederouriezh da vare trajediennoù ar C'hresianed.
  2. hervez Herodotos, I, 74.
    « Kiasare o goulennas en-dro. Goude e nac'hadenn e savas brezel etre an daou diern-se. E-pad pemp bloaz ma padas e veze alies gounidoù gant ar Veded hag al Lidianed a-bep eil, hag ar c'hwec'hvet bloaz e oa bet ur seurt emgann diouzh an noz : rak, pa stagjont gant un emgann, goude berzh ha diverzh kevatal evit an div gostezenn, ez eas an deiz da noz e-keit ha ma oa an div arme o stourm tal-ouzh-tal. Thales Miletos en devoa disklêriet ar c'hemm-se da Ioniz, hag en devoa lâret dezhe pegoulz er bloavezh e c'hoarvezje. Paouez a reas al Lidianed hag ar Veded d'en em gannañ pa weljont e oa bet kemeret lec'h an deiz gant an noz hag e oa bet warne muioc'h a vall a-se da sinañ ar peoc'h. Siennesis, roue Kilikia ha Labinetos, roue Babilon, a oa bet kemeret da dredeoged ; hastañ skoulmadenn an emglev o doa graet, ha kreñvaat a rejont anezhañ gant un eured. Evel ma soñjent ne veze ket padus an emglevioù hep ul liamm kreñv e alijont Aliattes da reiñ e verc'h Arienis da Astiages, mab Kiasare. Ar memes lidoù hag ar C'hresianed a vez miret gant ar broadoù-se ; met skejadennoù bihan a reont war o divvrec'h ouzhpenn hag e lipont ar gwad a ziver diouzh divrec'h an eil egile. »
  3. I, 22 :
    « Thales, hervez Herodotos, Douris ha Democrites, a oa mab da'r marc'hadour Esamios ha da Gleobuline hag unan eus tiegezh an D/Thelidaeed, a orin fenikian hag a ziskenne war-eeun eus Agenor hag eus Kadmos, ma kreder ar pezh a lavar Platon. »
  4. Hérodote, I, 170 :
    « Patrom:Grec ancien »
    « Goude ma oant gwall vec'hiet gant ar gwalleurioù e talc'he an Ionianed d'en em vodañ er Panionion. Bias Priene a roas dezho, evel em eus desket, un ali emsav-kenañ en dije graet anezhe an eürusañ eus holl ar C'hresianed, m'o dije selaouet anezhañ. Atizañ a reas anezhe da vont war vor holl asambles er memes strollad listri, da vont da Sardinia, ha da sevel ur geoded hepken evit an holl Ionianed. Diskouez a reas dezho ne vijent ket sklaved ken a-drugarez d'an dra-se, e pinvidikajent, ha dre ma vijent o chom an hini vrasañ eus holl an enezennoù, e kouezhfe an holl re all dindan o beli ; ma chomjent en Ionia, avat, ne wele evito spi ebet da gaout o frankiz en-dro. Hemañ eo an ali a roas Bias da'n Ionianed, goude dezho bezañ bet lakaet er sklaverezh ; met, a-raok ma voe trec'het o bro, Thales Miletos, a oa genidik e hendadoù eus Fenikia, a roas ivez dezho unan hag a oa mat-kenañ. Hemañ a oa da sevel e Teos, e kreiz Ionia, ur c'huzul hollek evit holl ar vroad, hep emellañ e gouarnerezh ar c'heodedoù all, o dije dalc'het da heuliañ o gizioù dezhe o-unan evel ma vijent bet kement a gantonioù disheñvel. »
  5. Hervez Herodotos, I, 75.
    « Kyrus en doa lakaet er vac'h Astyages, e hendad a-berzh e vamm. Didronet en doa anezhañ evit abegoù emaon o vont da zisplegañ en istor-mañ da-heul. Kresus, droug ennañ ouzh Kirus abalamour da se, en doa kaset kannaded d'an diouganlec'hioù evit gouzout hag eñ e oa fur disklêriañ ar brezel d'ar Bersed. Eus Delfi e oa bet kaset dezhañ ur respont forc'hellek, a grede bezañ a-du gant e vennozh, ha war se en doa divizet kas e arme war douaroù ar Bersed. Pa oa degouezhet war glannoù ar stêr Halis, e lakaas e arme, da'm soñj, da dremen war ar pontoù a weler bremañ eno ; met, hervez ar pep brasañ eus ar C'hresianed, e oa bet digoret dezhañ an hent gant Thales Miletos. Lakaet e oa Kresus nec'het, emezo, evit lakaat e arme da dremen an Halis, abalamour ma ne oa ket savet c'hoazh en amzer-hont ar pontoù a weler bremañ war ar ster-se, Thalès, a oa neuze er c'hamp, a lakaas da dremen a-zehou d'an arme ar ster a rede a-gleiz dezhi. Setu amañ penaos en em gemeras. Lakaat a reas toullañ, en ur gregiñ a-us d'ar c'hamp, ur ganol zon e stumm ur c'hresk-loar, e doare ma c'halffe an arme kavout anezhi a-dreñv dezhi el lec'h ma oa. ar ster, a oa bet distroet diouzh he naoz kozh en hini nevez, a redas a-nevez hed-a-hed an arme hag a zistroas d'he naoz kentañ, izeloc'h. Kerkent ha ma voe rannet e div wazhenn, e c'hallas an dud treuziñ an div vrec'h dre ur roudouz. Lod a lavar memes e oa bet disec'het an naoz kozh penn-da-benn ; met n'hallañ ket sevel a-du gant ar meno-se. Penaos eta o dije graet Kresus hag al Lidianed da dreuziñ ar stêr pa zeujont en-dro»
  6. Hervez Aetius, menoioù, I, III, I.
  7. Ploutarc'hos, Banvez ar Seizh Fur, §2 :
    « E-giz-se, c'hwi, Thales, estlammiñ a ra roue Bro-Egipt ouzhoc'h, ha, ouzhpenn traoù all, dudiet eo bet forzh pegement gant an doare ho peus muzuliet ar biramidenn hep tamm chati ebet hag hep kaout ezhomm nep benveg. Goude bezañ savet ho pazh e penn ar skeud a rae ar biramidenn, ho peus savet daou dric'horn par la tangence d'un rayon, hag ho peus diskouezet e oa ar memes kenfeur etre uhelder ar vazh hag uhelder ar biramidenn hag etre hirder an daou skeud. »