Théophile Gautier

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Théophil Gautier 1856 Nadar.jpg

Théophile Gautier, bet ganet e Tarbes d'an 30 a viz Eost 1811 ha marvet e Neuilly-sur-Seine d'an 23 a viz Here 1872, zo ur barzh, skrivagner hag un arzvarnour gall.

Parizian e oa abaoe e vugaleaj. Er skolaj e reas anaouedegezh gant Gérard de Nerval ha dedennet e oa dija gant ar varzhoniezh. E 1829 e keje gant Victor Hugo a anaveze evit bezañ e vestr ha kemer a reas perzh en emsav romantel, da skouer en doa kemeret perzh en Emgann Hernani brudet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1830.