Tetricus I

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Moneiz Tetricus

Caius Pius Esuvius Tetricus a oa impalaer diwezhañ an impalaeriezh c'halian. Ren a reas goude muntr Victorinus etre 270/ 271 ha 273.

Buhez[kemmañ]

En ur familh nobl e voe ganet Tetricus hag e oa dezhañ titl praeses provinciae (gouarner proviñsel) Aquitania pa varvas Victorinus. Victoria, mamm Victorinus, a beas al lu evit ma embanno Tetricus impalaer e-kichen Burdigala (Bourdel, Frañs). Anavezet e voe gant Galia ha Preden. Goude e gurunidigezh e tiarbennas meuriadoù germanek o-doa graet o mat gant marv Victorinus, da aloubiñ an impalaeriezh.

E gêr-benn e lakaas e Augusta Trevirorum (Trier hiziv) ha envel a reas e vab Tetricus II Caesar. N'arnodenas ket da vrasaat an impalaeriezh, estreget war-du ar mervent, ma adaloubas Aquitania he-doa en em adstrollet ouzh an Impalaeriezh roman.

Goude e drec'hioù er reter e aloubas Aurelian Galia e 273. Tetricus en em rentas gant e vab goude un emgann e-kichen Châlons-sur-Marne. Posubl eo n'en-deus ket arnodet da zerc'hel en un doare sirius hag e oa e faezhidigezh efed ur c'henvreutaerezh. An dra-se a zisplegfe ar pezh a raio Aurelian dezhañ ha d'e vab.

War a seblant o dispartas Aurelian e-pad e drec'h-lid, met o buhezioù a espernas. Titl corrector Lucaniae et Bruttiorum (gouarner div broviñs e Italia) a roas-eñv dezhañ zoken. N'anavezer ket pegoulz e varvas.

Unan eus an Tregont Mac'homer a ra an Historia Augusta anezhañ.



En e raok:
Victorinus
Impalaer an Impalaeriezh c'halian
270 pe 271 - 273
gant
Tetricus II
War e lerc'h:
den ebet




Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.