Teresa de León (kontez Portugal)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Teresa de León, bastardez Alfonso VI el Bravo, roue Kastilha ha León.

Tereza Leon, pe Teresa de León e spagnoleg, pe Teresa de Leão e portugaleg, ganet etre 1083 ha 1085 - Manati Montederramo (Galiza) pe Póvoa de Lanhoso, marvet d'an 11 a viz Du 1130, a oa infantez León ha kontez Portugal. E galizeg-portugaleg e oa Tarasia pe Tareja de Portucale, hag e Portugal hiziv e vez graet Dona Teresa anezhi.

Merc'h vastard d'ar roue Alfonso VI León ha d'e bried kleiz, Jimena Muñoz, e oa. E 1093 e voe dimezet gant he zad roue d'ur brezelour gall, Herri Bourgogn, ha roet e voe dezhi kontelezh Portugal evel argouroù. Meur a vugel he doe, ha dreist-holl Afonso Iañ Henriques, a voe kentañ roue Portugal. Mervel a eure he fried Herri en 1112, ha ren a reas hec'h-unan. Evit talañ ouzh Rouantelezh León e reas emglev gant Galiza, ha goulenn a reas digant he c'hoar Urraca León reiñ dezhi Rouantelezh Galiza evel he lod eus hêrezh he zad dre ma oa marvet o breur, ar mab pennhêr nemetañ. D'ar mare-se pe e veze rannet an douaroù etre ar vibien pe etre ar merc'hed pa ne oa mab ebet, evel a zegouezhe.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Digant he fried Henrique de Borgonha he doe bugale: