Teresa de León
Eus Wikipedia
Tereza Leon, pe Teresa de León e spagnoleg, pe Teresa de Leão e portugaleg, ganet etre 1083 ha 1085 - Manati Montederramo (Galiza) pe Póvoa de Lanhoso, marvet d'an 11 a viz Du 1130, a oa infantez León ha kontez Portugal. E galizeg-portugaleg e oa Tarasia pe Tareja de Portucale, hag e Portugal hiziv e vez graet Dona Teresa anezhi.
Merc'h vastard ar roue Alfonso VI León hag e bried kleiz Jimena Muñoz. Mamm e oa da Afonso Iañ Enríquez, kentañ roue Portugal.