Tenrek skouarnek
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Afrosoricida | ||||
| Kerentiad : | Tenrecidae | ||||
| Genad : | Geogale | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Geogale aurita Milne-Edwards & Grandidier, 1872 |
|||||
|
|||||
An tenrek skouarnek (Geogale aurita) a zo ur bronneg hag a vev e kornôg Madagaskar. Ar spesad nemetañ eo er genad Geogale.
Doareoù pennañ [kemmañ]
Tennañ a ra an tenrek skouarnek d'ur minoc'h. Unan eus an tenreked bihanañ eo : war-dro 6 g eo e bouez ha 10 cm e hirder (gant al lost).
Blevek eo e lost ha goloet e gorf gant ur vlevenn verr. Cheñch a ra liv e gein diouzh an hiniennoù : gris sklaer pe gell-ruz.
E demperadur diabarzh a cheñch ha mont da heul temperadur an endro.
Gouest eo da lakaat un harz e diorren ar fetused hag en abeg da se ec'h a ar prantad dougen eus 54 da 69 devezh a-raok genel etre 1 ha 5 tenrek bihan.
Ma n'eo ket mat e weled eo tanav e fri hag e skouarn hag e ra dreist-holl gant e gleved evit kavout e breizhoù (merien-gwenn hag artropoded all).