Tawadros II

Eus Wikipedia
Tawadros II

Tawadros II (ganet d'ar 4 a viz Du 1952) zo bet dibabet da bab eus an Iliz Ortodoks Kopt, gant beleien eus an iliz-se bodet e Kaero, en Ejipt, e deroù miz Du 2012[1]. Sakret e vo pab da-geñver ul lid a vo d'an 18 a viz Du 2012.

Waǧīh Ṣubḥī Bāqī Sulaymān, evel ma oa e anv kentañ, zo bet apotiker a-raok dont da vezañ manac'h ha mont da eskob en Iliz Kopt, e 1997. Evit gouzout piv a vefe pab eo bet tennet e anv d'ar sord, e-touez tri anv.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bishop Tawadros new pope of Egypt's Coptic Christians, BBC, 4/11/2012