Tarot

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Confusion colour.svgArabat droukveskañ gant tarod, implijet e kartomañs.


An tarot, pe tarot gall, zo ur c'hoari 'r c'hartoù gall, a zo bet diouzh ar c'hiz e-touez yaouankizoù al liseoù hag an arme c'hall adalek ar bloavezhioù 1970 betek dibenn an XXvet kantved. C'hoariet e vez gant pevar c'hoarier dreist-holl, met ivez gant tri pe gant pemp.

Istor[kemmañ]

Ar c'hartoù[kemmañ]

Stumm ha ment[kemmañ]

Hiroc'h eo stumm ar c'hartoù tarot eget hini ar c'hartoù ordinal da c'hoari. Soñjal a reer eo abalamour d'an niver a gartoù (18 da bep hini pa vezer 4 o c'hoari) a zo diaes da zerc'hel en dorn hag a vije diaesoc'h c'hoazh ma vijent evel ar re all. Setu o ment:61 × 112 mm.

Niver ha talvoudegezh[kemmañ]

Er c'hartoù tarot ez eus 78 kartenn:

  • e pep rumm ordinal (pikez, keur, karo, treflez)
    • dek kartenn niverennet eus 1 da 10, da lavarout eo 40 kartenn,
    • peder c'hartenn gwisket, e-lec'h teir er c'hoari boutin: ul lakez, ur marc'heg (honnezh eo ar gartenn ouzhpenn), an damez, ar roue, da lavarout 16 kartenn ouzhpenn,
  • ur rumm all, anvet atou, gant kartoù eus 1 (an izelañ) da 21 (an uhelañ), da lavarout eo 21 gartenn,
  • ur gartenn all, anvet ar gitarour (ur mandolinenner, e gwirionez) pe ar farouell gant lod, an digarez (diwar ar ger gallek) gant lod all, ha ganti e kavomp 78 kartenn.
  • An atou zo mestr war ar pevar rumm all, hag an 2 zo kreñvoc'h eget an 1 (lesanvet an hini bihan), an 21 (lesanvet ar mestr) eo an atouenn greñvañ eta.
  • Er pevar rumm all eo an 1 an izelañ, ar roue an uhelañ, gwelout ar c'hartoù kinniget hervez an urzh er skeudenn .
  • Teir c'hartenn a bouez a zo diazez ar c'hoari: an 1 hag an 21 eus an atou hag ar farouell, a zo lesanvet "an tri beg"; ret eo klask o c'hoari eus ar gwellañ doare eta evit gonit;

Implijoù all[kemmañ]

Estreget c'hoari tarot ne vez ket graet kalz tra gant ar c'hartoù-se, panevet c'hoari:

Ar c'hoari[kemmañ]

Peurvuiañ e vez 4 den o c'hoari. Gallout a reer bezañ 3 pe 5, met da neuze e ranker kemm ar reolennoù un disterig. C'hoari personel, pe hiniennel mar karer, ha c'hoari a-skipailh war un dro, eo ar c'hoari tarot: en un tu, setu un den, an disklerier, a c'hoari a-enep an 3 all, an difennourien; d'e enebourien d'en em glevout kenetrezo evit lakaat anezhañ da goll ha da c'hoari evel ur skipailh.

Digoradur[kemmañ]

Goude ingalet ar c'hartoù etre ar 4 c'hoarier e krog ar marc'hata: pep hini a sell ouzh e gartoù, hep o urzhiañ avat, hag a lavar hag-eñ emañ en soñj da vezañ disklerier ha da gemer ar votez. An disklerier eo an hini a lavar ar priz uhelañ. Dezhañ bremañ da ober ar muiañ a boentoù ma c'hallo gant e gartoù a-enep an 3 all.

Kemm a ra niver ar poentoù a rank ober hervez ar c'hartoù en e zorn, pe gentoc'h, hervez niver ar begoù:

  • hep beg ebet e ranko ober 56 poent ;
  • gant ur beg e ranko ober 51 poent ;
  • gant 2 veg e ranko ober 41 poent ;
  • gant 3 beg e ranko ober 36 poent .

Se zo kaoz eo a bouez bras an tri beg-se. Seul vui a vegoù en dorn, seul nebeutoc'h a boentoù d'ober. Met diwall a ranker: n'eo ket heñvel ar begoù

  • an 21 eo ar mestr, ar gartenn greñvañ, biken ne vo kollet;
  • ar farouell n'hall ket bezañ kollet ivez, nemet ma vez c'hoariet da ziwezhañ (un dra aotreet koulskoude pa vez slam bras): neuze ez a gant an enebourien!
  • an hini bihan a c'hall bezañ debret gant ne vern pe atouenn. Honnezh eo ar gartenn a glask an enebourien preizhañ, hag evit se e klaskont aozañ ar chaseadenn war e lerc'h.

Reiñ ar c'hartoù[kemmañ]

Pa groger, a-raok reiñ kartenn ebet, e vez ledet ar c'hartoù war an daol, hep gwelout nemet o c'hein, da bep c'hoarier da gemer ur gartenn. D'ar vihanañ da reiñ. Pa vez rampo etre daou c'hoarier e reer hervez urzh ar rummadoù, atou, pikez, keur, karo, treflez,, pikez an uhelañ ha treflez an izelañ: an unan a dreflez eo an dreflezenn hag ar gartenn izelañ eta. An hini a gemer ar farouell a rank kemer ur gartenn all.

Mesket e vez ar c'hoari gant an den a zo rak-tal d'an ingaler. Goude e ro ar pakad d'an den a zehou dezhañ, hag a-gleiz d'an ingaler, ha hennezh a rank troc'hañ ar c'hoari en ur ziwall ne vije ket nebeutoc'h eget teir c'hartenn er bern bihanañ. neuze e vez d'an ingaler da reiñ ar c'hartoù (pe kartennoù), teir ha teir , a-zehoù dezhañ, hervez an tu kontrol da vonet ar bizied ouzh dremm un horolaj. E-kerzh an ingalañ e vez lakaet a gostez, unan hag unan, c'hwec'h kartenn, a ya d'ober ar votez, pe « ar c'hi » hervez ar ger gallek.

Fazioù en ingalañ[kemmañ]

Arabat e vez lakaat er votez nag ar gentañ nag an diwezhañ kartenn eus ar pakad. Pa vez fazi en ingalañ e rank an ingaler reiñ adarre, met n'hallo ket kemer ar votez en taol-mañ. Ma tro ha ma tiskouez ur gartenn, ma vez kartenn gwisket pe atouenn, e vez freuzet an dorn, e rank an ingaler reién adarre, ha met n'hall ket kemer ar votez ivez. Seul wech ma vez diskouezet ur gartenn gant un difenner e-pad an ingaladenn e rank an ingaler reiñ adarre. En ur genstrivadeg e c'hall an tredeog reiñ poentoù-kastiz d'an hini a gemer e gartoù a-raok dibenn an ingalañ.

Hervez ar reolennoù a vremañ n'hall ar c'hoarierien sellout ouzh ar c'hartoù roet dezho nemet pa vez echu ar roadenn gant an ingaler; evel-se, pa vez faziet gant an ingaler, ne vez ket keuz nag imor fall.

Treiñ a ra ar c'hoari hag an ingalerien ha bepred war ar memes tu, an tu dehoù: an ingaler goude e vo an hini a zo en tu dehoù d'an ingaler zo bremañ.

C'hoari 5[kemmañ]

Pa vezer 5 e vez 2 zen o c'hoari a-enep an 3 all: an den a gemer ar votez a c'houlenn sikour digant unan all ha ne oar ket piv eo da gentañ.

Taolioù-sav[kemmañ]

Pa vez bet roet ar c'hartoù e sell pep c'hoarier ouzh e gartoù. Hervez ar reolennoù (pe reolennoù zo) e vez difennet ouzh an dud urzhiañ ar c'hartoù a-raok deroù , pe dibenn (hervez an dud!) an abadenn marc'hata. Koulskoude, da unan zo o teskiñ eo gwelloc'h urzhiañ evit gwelout sklaer, ha n'hall ket gwelout mat hep urzh: pa vo kustum e oaro priziout e gartoù en ur sell prim.

D'ar c'hoarier a-zehoù d'an ingaler da lavarout e damm. Ma lavar: « Tremen a ran» e vez d'e amezeg dehoù da gomz. Ha kenderc'hel evel-se betek ma teu tro an ingaler da ziwezhañ. Ma tremen ar pevar c'hoarier e teu tro an den a zo a zehoù d'an ingaler da ingaliñ a nevez. Met ma kav d'ur c'hoarier e c'hall c'hoari a-enep an tri all e lavar « Ez an da gemer », da ziskouez emañ o vont da gemer 6 kartenn ar votez. Pe e lavar « Unan vihan », « Unan grenn », pe « Unan vras », pe « Unan vras hep ar votez», pe « Unan vras a-enep ar votez», hervez an urzh er skeul. Gallout a ra ar c'hoarierien sevel war-benn ar c'hinnig-se, ha kinnig uheloc'h. met n'haller komz nemet ur wech, pep hini d'e dro.

Urzh an taolioù-sav[kemmañ]

  • « An hini vihan » : ne gred ket an disklerier e c'hallo gounit hep kavout kartoù burzhudus er votez; ne vez ket c'hoariet er c'henstrivadegoù; a goust 10 poent (hervez an doare da gontañ);
  • « Unan grenn » : un tamm gwelloc'h; a goust 20 poent ;
  • « Unan vras » : pa gred an diskulier emañ o vont da c'hounit; a goust 40 poent ; pe 50 er c'henstrivadegoù;
  • « Unan vras hep ar votez»: kavout a ra d'an diskulier eo ken brav e kartoù ma n'hall ket kavout netra a bouez er votez evit c'hoari; ne sello den ouzh ar 6 kartenn, met dezhañ e vint en dibenn memes tra; a goust 80 poent ;
  • « Unan vras a-enep ar votez»: kavout a ra d'an diskulier emañ ar gwellañ kartoù gantañ ha ne chom ket kalz tra gant ar re all nag e-touez 6 kartenn ar votez, ken e c'hall leus kel anezho gant e enebourien ; a goust 160 poent .

Penaos kargañ ar votez[kemmañ]

Pa vez kemeret ar votez, goude echu ar marc'hata, e vez diskouezet ar 6 kartenn-se d'an holl a-raok d'an disklerier lakaat anezho e-touez e re all. Goude e rank tennañ 6 kartenn all a-douez e gartoù, a zo dezhañ, met c'hoari hepto a ray. Un ober a bouez eo, rak

  • klask a raio lakaat poentoù a c'hallfe bezañ tapet gant an enebourien a-hend-all;
  • klask a raio skarzhañ ur rumm (pe zaou, mar gall) evit troc'hañ ha kemer roue ar rumm-se, mar gall .

Nemet n'eus ket aotre da dennañ na roue na beg ebet.

Kontañ ar poentoù[kemmañ]

Talvoudegezh pep kartenn[kemmañ]

Talvoudegezh ar c'hartoù tarot.

Brud[kemmañ]

An tarot zo bet diouzh ar c'hiz e-touez yaouankizoù al liseoù e dibenn an XXvet kantved, met kouezhet e vrud abaoe giz ar c'hoarioù video. Hiziv e vez c'hoariet gant tud kozh muioc'h. Koulskoude eo ar c'hoari'r c'hartoù gall brudetañ war-lerc'h ar Belote. Reolennoù zo bet embannet gant ar Fédération Française de Tarot.

Banniel Kebek Kebek[kemmañ]

C'hoariet e vez e Kebek ivez, hag e Montreal e vez ur Festival International de Tarot de Montréal a zo International French Tarot Festival of Montreal.

Breizh Breizh[kemmañ]

Kleuboù zo e Breizh ha brudet eo re Gwerc'h-Breizh, Felger ha Pazieg e Breizh-Uhel.

Pennadoù kar[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Le jeu de tarot, par Noël Chavey, éditions Solar, ISBN 2263025421.
  • Le Tarot : ses règles et toutes ses variantes, par F. Sarian D. Daynes, éditions Bornemann, ISBN 2851826220.
  • Les 100 Plus Belles Donnes de Tarot, par D. Daynes T. Bonnion, éditions du Rocher, ISBN 2268016331
  • Testez Votre Niveau au Tarot, par Daniel Daynes, éditions du Rocher, ISBN 2268012603
  • Perfectionnez Seul Votre Tarot, par Daniel Daynes, éditions du Rocher, ISBN 2268024555
  • Tarot, jeu et magie, par Thierry Depaulis, Bibliothèque Nationale, 1984
  • The Game of Tarot. From Ferrara to Salt Lake City, par Michael Dummett, Duckworth, 1980
  • A History of Games Played with the Tarot Pack, par Michael Dummett et John McLeod, Edwin Mellen Press, 2004, Vol. 1 ISBN 0773464476, vol. 2 ISBN 0773464492

Notennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]