Taro (departamant)
Eus Wikipedia
An Taro a oa un departamant gall eus mare Napoleon en Italia. Savet e voe e 1808, pa voe staget Dugelezh Parma, Piacenza ha Guastalla ouzh Bro-C'hall.
Parma e oa ar pennlec'h anezhañ. E 1812 voe rannet e 3 arondisamant:
- Parma
- Borgo San Donnino (adanvet Fidenza)
- Piacenza
Galleg e oa ar yezh ofisiel.
Distrujet e voe pa voe faezhet Napoléon Bonaparte e 1814. Emañ an douaroù bremañ e proviñsoù Parma ha Piacenza.
Pa voe savet an departamant e voe kemmet anv ar gazetenn Gazzetta di Parma e Giornale del Taro eus 1811 betek 1814.