Taouarc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Taouarc'h e Leòdhas,
e Bro-Skos.

Taouarc'h, pe keuneud-douar, a vez graet eus an danvez a deu diwar geot brein en douaroù gleb, pe glebiennoù, a vez graet taouarc'hegi anezho.

A belec'h e teu an taouarc'h[kemmañ]

Er geunioù ne beurvrein ket ar plant abalamour ma'z eo trenk an douar. Berniañ a ra kinvi, gwez, kebell-tousegi, kenkoulz evel korfoù marv amprevaned pe loened. Abalamour d'an diouer a aer, pe a oksigen en dour pe en douar gleb, n'a ket an holl draoù-se betek peurvreinañ.

Blaz an taouarc'h[kemmañ]

Gant taouarc'h e vez sec'het an heiz a yelo d'ober wiski e kornioù zo eus Bro-Skos, en Hebridez. N'eo ket blaz an taouarc'h, met blaz ar moged diwar tan taouarc'h a vez kavet war un toullad wiskioù eus an inizi, an Talisker (eus Skye) pe Laphroaig, eus Islay da skouer.