Taorined

Eus Wikipedia
Pobloù Gallia Cisalpina (391-192 kent JK).

An Taurini (en latin), pe Taorined, a oa ur bobl kelt-ligur en Henamzer[1] en Alpoù, e lodenn uhelañ saonenn ar stêr Po, e-kreiz Piemonte a vremañ, war-dro an IIIe kantved kt JK. Diwar o anv, marteze diwar ar wrizienn taur- , eus an anv latin taurus, taruo e galianeg (tarv e brezhoneg) e teu hini kêr Torino, Taurinia e latin .


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 218 kent JK e voent argadet gant arme Hannibal, eus Kartada, a oa skoazellet gant an Insubred. Kasoni a-gozh a oa etre Taurini hag Insubred. Kemeret e voe o c'hêr-benn Taurasia gant arme Hannibal goude ur seziz tri devezh[2]
Ral eo anv ar bobl en Istor. Krediñ a reer e voe savet un drevadenn roman eno e 27 kent JK hag anvet Castra Taurinorum, ha diwezhatoc'h Julia Augusta Taurinorum (Torino hiziv). Titus Livius (v. 34) koulz ha Strabon (iv. p. 209) a ra anv eus bro an Taurini hag a lavar e oa enni unan eus odeoù-tremen an Alpoù.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Titus Livius XXI, 38: Taurini semigalli.
  2. (Polybius iii. 60, 8).