Taol-noz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un daol-noz

Un daol-noz zo ur pezhig arrebeuri a vez lakaet e-kichen penn ur gwele, tost da benn an den, dezhañ da dapout aes an traoù en devez ezhomm pa zihun: al lamp da enaouiñ, an dihuner, e lunedoù, ul levr, ur werennad dour, louzoù, pe traoù all.

Peurvuiañ ne vez ket uheloc'h an daol-noz eget penn ar gwele. Tiretennoù a vez a-wechoù .

A-raok amzer ar privezioù en tier e veze lakaet ar pod-kambr en daol-noz hag un norig a serre warnañ.