Tamanghasset

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Tamanghasset, a-wechoù skrivet Tamanrasset dre fazi, anvet ivez Fort Laperrine e-pad trevadennerezh Bro-C'hall, a zo kêrbenn Wilaya Tamanghasset. Lec'hiet eo e su Aljeria en aradennad menezioù Hoggar, 400 km eus Mali.

Ar marc'had e Tamanghasset

Anv en arabeg: تمنراست / Anv e skritur touarek (tifinagh) : / distagadur e tamazight : Tamenghest Daoust m’emañ er Sahara, ez eo yenoc’h an hin eget ar rannvroioù all, dre m’emañ er menezioù. Mont a ra eus -8 betek 36 °C hepken.

Istor[kemmañ]

-Er IVed ha IIIed milved kent J.-K, e oa tud o chom eno, dre ma 'z eus bet kavet livadurioù war mogerioù mougevioù en Hoggar. -Betek ar XXvet kantved e vevas broidi Zeribas. -E 1902 e voe emgann Tit.

-E 1905 eo degouezhet an tad Charles De Foucauld hag e savas e vordj war vord an oued. -E 1915 e teuas da vezañ ur gêriadennig.

-Brudet eo ar gêr-mañ dre m'he deus degemeret pirc'hirin an dezerzh Charles de Foucauld. Siwazh, ez eo e 1916 e voe lazhet an tad Charles De Foucauld gant an Douareged. A-benn 1920 e teuas tud eus Bro-C'hall da vezañ niverusoc'h hag e staljont servijoù melestradurel.

-E 1951 e teuas da vezañ isprefeti an departamant "Territoire des Oasis dans le Sahara",Tiriad an Oazizoù er Sahara, dre ma veze graet taolioù arnod nukleel er vro-se gant Bro-C'hall.

-E 1970 e voe ur prantad sec'hor er Sahara a-bezh, an dra-mañ a lak neuze ur bern repuidi da zont di.

-E 1974 Tam(lesanvet eo e-giz se gant hec’h annezidi) a zo kêrbenn ar Wilaya gant 30 000 annezad.

-Etre 1978 ha 1980 ec’h erruas an douristelezh, en em diorroiñ a ra neuze buan-tre.

-E 1992 e teuas war-wel ar sponterezh, ar pezh en deus skarzhet an douristelezh : skrapet touristed, gwall zarvoudoù kirri-nij nen heller displegañ. -Adalek ar bloavezhioù 1998/2000, dre m'emañ distroet ar surentez er vro, e teu an douristelezh en-dro.

Hiziv en deiz ez eus tro-dro da 100 000 annezad. Mont a ra mat-tre ar gonvers eno dre ma zo marc'halac'hioù.

Ul liamm eo deuet da vezañ etre an hanternoz war vord ar Mor Kreizdouarel hag ar c'hreisteiz gant ar Sahara, ar c'haravanennoù hag ivez Afrika Du. Kalz eus ar re a glask dont da Europa a dremen dre eno.