Talvoudenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un dalvoudenn (pe teul kred) a zo un teul perc'hentiezh (kevrann) pe un teul dle (endalc'henn) skoueriekaet he ferzhioù hag he gwirioù (an talvoudennoù embannet a-gevret o deus an hevelep sammad merkel, a ro ar gwir da gaout an hevelep ranndalioù ha troc'hennoù, a zo feuriet war an hevelep linenn yalc'h, h.a.).

Perzhioù pennañ[kemmañ]

An talvoudennoù postañ a zo kenwerzhus ha kevatalus, ar pezh a ro tro dezho da vezañ feuriet er yalc'hoù (anvet a dalvoudennoù) gant ma vo kaset da benn un argerzhadur degemer anvet « darbennidigezh er yalc'h ». Koulskoude n'eo ket feuriet an holl dalvoudennoù.

Enjederezh[kemmañ]

Hervez ar steuñv jederezhel gall[kemmañ]

Teulioù perc'hennet a-benn genel ur gounid war verr dermen eo an talvoudennoù postañ e Frañs.
An teulioù a za d'ober nebeutoc'h eget 10 % eus kevala an embregerezhioù, nemet e teufent da vezañ teulioù perzhiañ (klaviadoù arc'hantel).
An talvoudennoù postañ a vez enskrivet er c'hontoù d'o c'houst prenañ diwerzhekaet ma vez ret.

Hervez ar reoladoù IFRS (etrevroadel, IAS 32 ha 39)[kemmañ]

Teulioù arc'hantel yalc'hel eo an talvoudennoù postañ hervez ar reoladoù etrevroadel.
Ar pal anezho a zo genel spletoù war verr dermen.
An talvoudennoù postañ a c'hell bezañ enskrivet er c'hontoù d'o gwerzh reizh (gwerzh a varc'had).

Dizanvezeladur an talvoudennoù gall[kemmañ]

Ar braz eus ar broioù o deus degemeret un dizanvezeladur eus an teulioù feuriet er yalc'h, da lâret eo erlec'hiadur an teulioù korfel gant skriturioù er c'hontoù-teulioù meret ent elektronek.

O dizanvezeladur e Frañs a zever eus mellad 94-II al lezenn arc'hantañ evit ar bloavezh 1982, eus dekred 83-359 an 2 a viz Mae 1983 hag eus kelc'hlizher arverañ an 8 viz Eost 1983. Sevenet eo bet adalek ar 5 a viz Kerzu 1984. Talvezout a rae kement hag erlec'hiañ enskrivadurioù e kontoù an hanterourien en anv an dalc'herien ouzh an teulioù korfel.

An teulioù korfel a zlee neuze bezañ daskoret d'an embannerien. Koulskoude int chomet a zegasadenn vat dindan o stumm bev betek an 3 a viz Mae 1988. An teulioù nann ginniget da vezañ dizanvezelaet d'an deiziad-se a zo bet gwerzhet ha lakaet o froduad gwerzh e dorn o ferc'hennien e-pad 30 vloaz.

Dizanvezeladur an teulioù a aesa mererezh stlennekaet ar fiziadoù teulioù koulz hag an oberiadennoù eskemm er yalc'hoù. Ar braz eus ar yalc'hoù a ra bremañ gant ar feuriadur elektronek.