Taifa Sevilla

Eus Wikipedia
Taifa Sevilla en XIvet kantved.

Taifa Sevilla (en arabeg, طائفة أشبيليّة, Ta'ifa Ishbiliya), pe Rouantelezh abadi (Reino abadí de Sevilla e spagnoleg) a oa un taifa, pe rouantelezh arab dizalc'h en al-Andalus, en 1023, goude kouezhet kalifiezh Córdoba, a oa war an diskar abaoe 1009.

Kêr Sevilla (un anv arabek a orin) e oa ar gêr-benn anezhi. Ichbiliya e oa en arabeg, skrivet ʾašbīlīya, أشبيليّة). Dont a raio goude da vezañ Chbilya, ha goude Sevilla.

Tachenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emastenn a rae an taifa war douaroù ar proviñsoù pe kêrioù-mañ :

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Padout a reas 69 bloaz, betek 1091, pa voe kemeret gant an Almoravided. En XIvet kantved e oa un oaled a sevenadur a bouez bras en al-Ándalus, gant ar skrivagnerien Ibn al-Abbar, eus Almería, skriver lizhiri; Ibn Zaydun eus Córdoba; Abu Amir Ibn Maslama; Ibn al-Labbana eus Denia; Ibn Hamdis eus Siracusa; hag Abul Walid al-Himyari, antologista. Betek an emir al-Mutadid, hag e vab al-Mu'tamid a skrivas barzhonegoù, skoliet ma oant gant ar barzh Ibn Ammar. Brudet ivez eo skridoù mibien al-Mutamid, al-Rashid hag al-Radi.

Goude an aloubadeg e teuas Sevilla ha Cordoba da vezañ kêrioù a bouez bras.

Mestr e oa an taifa war Andalouzia ar c'hornôg ha Murcia. Met truajoù a bep seurt a rankas paeañ da rouantelezh Kastilha, ha war an diskar e oa he galloud. A-benn ar fin e c'houlennas skoazell digant an Almoravided.

  • 1091 : An Almoravided a anvas ur gouarnour hag a ziskaras ar roue abbadid, Al-Mu'tamid.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]