Tahirou Congacou

Eus Wikipedia

Tahirou Congacou, bet ganet e 1913 e Djougou hag aet da Anaon d'ar 15 a viz Mezheven 1993 e Cotonou, a oa ur politikour eus Dahomey (Benin hiziv), bet prezidant ar vro e 1965 e-pad ur prantad amzer gwall verr.

Prezidant Bodadenn vroadel Dahomey ha ministr an Aferioù estren e voe etre 1964 ha 1965 a-raok bezañ lakaet e penn ar Stad gant Christophe Soglo d'an 29 a viz Du 1965. Soglo a skarzhas anezhañ d'an 22 a viz Kerzu er memes bloavezh.