THR Breizh
Eus Wikipedia
THR Breizh e porzh-houarn Sant-Maloù
An Treuzdougerezh Herrek Rannvro e Breizh (THR Breizh) a zo an trenioù, hag un nebeud karr-boutin, a gaver war beajoù e-barzh pe etre rannvro Breizh.
Taolenn |
Kenemglev etre ar rannvro hag an SNCF [kemmañ]
Tremenerezh ha sifroù [kemmañ]
E 2009 e oa e-touez THR Breizh :
- 13 linenn hent-houarn ;
- 10 porzh-houarn a live broadel, 32 porzh-houarn rannvro ha 77 arsav ;
- 9 linenn dre an hent.
Tost da 330 tren a oa bemdeiz e 2009[1].
Taolenn an niver a beajerien e diabarzh Breizh [2]:
| Bloavez | Niver a beajoù a-hed ar bloaz (dre mil) | niver a beajerien-kilometrad | koumananterien |
|---|---|---|---|
| 2009 | 7642 | - | - |
| 2008 | 7466 | - | 15000 [3] |
| 2007 | 6582 | - | - |
| 2006 | 6076 | 418848 | - |
| 2005 | 5686 | 384418 | - |
| 2004 | 5342 | 350903 | - |
| 2003 | 5032 | 308965 | - |
| 2002 | 4940 | 298717 | - |
| 2001 | 4882 | 319305 | - |
| 2000 | 4940 | - | - |
| 1999 | 4719 | - | - |
| 1998 | 4619 | - | - |
| 1997 | 4422 | - | - |
| 1996 | 4310 | - | - |
Linennoù [kemmañ]
Trenioù implijet [kemmañ]
Stad an traoù e 2010.
Trenioù bibi (B82500) [kemmañ]
Adalek 2009 e vez implijet 9 tren bibi war ar rouedad THR Breizh. An trenioù a c'hell implij n'eus forzh peseurt linenn ar rouedad dra ma c'hell implij daou mod tredan disheñvel pe mont gant e c'heflusker diesel war lodennoù n'int ket tredanaet.
Micheline [kemmañ]
Micheline maget gant tredan [kemmañ]
- 4 micheline-tredan Z 9600 (rummad ar Z2) (fr) ;
- 17 micheline-tredan Z 21500 (fr) ;
- 14 micheline-tredan Z 27500 (fr).
Stlejerez [kemmañ]
Strollad-bagon [kemmañ]
- 12 strollad-bagon.
Trenioù a voe implijet [kemmañ]
- Ar micheline X 97150 (fr), galvet ivez A2E a voe implijet war al linennoù Karaez-Gwengamp ha Pempoull-Gwengamp. Ne oa nemet 3 aneze, aozet gant an embregerezh Soule. An elfenn heverk eo e oa un ahel a-dreñv hag un ahel a-raok, ne oa ket ahelioù gevellet dre ur c'harrigenn-ahelioù (fr) ;
- Michelineoù X 2800 (fr) ha X 4500 (fr) a zo bet implijet war rouedad an THR Breizh.
Programmoù ar rannvro [kemmañ]
Budjed ar rannvro evit 2011 [4]:
- 11,2 M€ evit an dafar ;
- 60,4 M€ evit an tioù-gar ;
- 84,6 M€ evit korvoiñ.
Evit korvoiñ e vez implijet 82 M€ roet gant ar rannvro ha 40M€ liammet da gwerzh an titouroù beajiñ.
Skridaozañ adalek ar PDF-mañ, e brezhoneg! : [5]
Daveennoù [kemmañ]
- Pajenn wikipedia THR Breizh e galleg : TER Bretagne
- Daveennoù liammet d'an destenn :
- ↑ TER Sncf Bretagne : à propos (18/10/2010)
- ↑ Observatoire des transports - données ferroviaires (18/10/2010)
- ↑ TER Bretagne : à propos de TER (18/10/2010)
- ↑ http://www.bretagne.fr/internet/jcms/preprod_104236/dossier-de-presse-bilan-2010-ter-bretagne
- ↑ THR Breizh 2008
|
|