Thomas Herbert Parry-Williams

Eus Wikipedia
(Adkaset eus T. H. Parry-Williams)

Thomas Herbert Parry-Williams, anavezetoc'h evel T. H. Parry-Williams (1887 - 1975), a oa ur barzh kembreat.

Ganet e voe e Rhyd-Ddu, e gwalarn Kembre. Studioù a reas e meur a skol-veur, en Aberystwyth, er Jesus College en Oxford, e skol-veur Freiburg hag er Sorbonne. Gounit a reas Kador ha Kurunenn an Eisteddfod en Eisteddfod Vroadel Wrecsam, e 1912, hag adarre en hini Bangor e 1915. Kelenner kembraeg e voe e skol-veur Aberystwyth, eus 1920 betek 1952. Eno e voe krouet gantañ ar Greizenn evit ar studioù kembraek ha keltiek. Un doktorelezh a dapas e Kembre e 1934 hag unan all en Oxford e 1937. En Aberystwyth e varvas e 1975.