Sylvanus Olympio

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sylvanus Olympio e 1961

Sylvanus Olympio (6 a viz Gwengolo 1902 - 13 a viz Genver 1963) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Togo.

E 1958 en em gavas Olympio Kentañ Ministr goude ma voe aozet dilennadegoù evit nevesaat Bodadenn Togo. D'ar c'houlz-se e oa Togo un tiriad e dalc'h ar Broadoù Unanet ha fiziet e velestradurezh e Bro-C'hall. C'hoantoù Olympio a oa mont war-zu an dizalc'hiezh ha derc'hel darempredoù mat gant Bro-C'hall evit bezañ skoazellet a-enep mennozhioù Kwame Nkrumah, prezidant Ghana, hag a oa e soñj stagañ Togo ouzh e vro evit adunaniñ ar bobl Ewe. Goude dizalc'hiezh Togo e voe Prezidant kentañ ar Stad nevez adalek an 9 a viz Ebrel 1961: trec'h e voe war Nicolas Grunitzky en dilennadeg. E-touez prezidanted Stadoù nevez dizalc'h Afrika bet trevadennet gant Bro-C'hall e oa Sylvanus Olympio ur politikour dibar dre na oa na gallgar evel Félix Houphouët-Boigny na gallgas evel Ahmed Sékou Touré.

D'an 13 a viz Genver 1963 e voe lazhet gant ur strollad soudarded e-kerzh un taol-Stad. Emmanuel Bodjollé hag a oa e penn ar strollad-se a voe e penn Togo e-pad daou zevezh a-raok leuskel plas da Nicolas Grunitzky. Luziet e chom marv Olympio: lazhet e vije bet gant Emmanuel Bodjollé pe gant Gnassingbé Eyadéma, hemañ a embannas bout al lazher. E 1967 e voe kemeret ar galloud gant Gnassingbé Eyadéma dre un taol-stad a-enep da Nicolas Grunitzky. Gouel broadel Togo eo an 13 a viz Genver.

Daveennoù[kemmañ]

  • La CEE ou la France, l’impossible choix de Sylvanus Olympio, président du Togo, gant Guia Migani, er gelaouenn Matériaux pour l'histoire de notre temps, 2005;
  • Calendrier des crimes de la France outre-mer, pajennoù 20 ha 21, gant Jacques Morel, Emnbannadurioù L'Esprit frappeur, Pariz, 2001.