Suzy Solidor

Eus Wikipedia
Suzy Solidor (1938)

Suzy Solidor, pe Suzanne Louise Marie Marion hervez hec'h anv ofisiel, ganet d'an 18 a viz Kerzu 1900 e Sant-Servan, ha marvet d'an 30 a viz Meurzh 1983 e Cagnes-sur-Mer, a oa ur ganerez vreizhat ha gallek, brudet e deroù hag e kreiz an XXvet kantved, un aktourez (brudet gant ar film La Garçonne) hag ur romantourez c'hallek.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Louise Marie Adeline Marion. 28 vloaz e oa he mamm pa oa ganet Suzanne, e karter ar Big (La Pie) e Sant-Servan.

Lavarout a rae Suzy e tiskenne eus Roparzh Surcouf abalamour ma oa matezh he mamm e ti Robert Henri Surcouf[1], paramantour hag alvokad kannad Sant-Maloù, hag a ziskenne eus ar moraer brudet. Ganet e vije bet ar verc'h diwar darempredoù ar politikour hag e vatezh.
D'an 10 a viz Gwengolo 1907 e timezas Louise da Eugène Prudent Rocher, a anavezas ar verc'hig Suzanne, 7 vloaz d'ar poent, hag a zeuas neuze da vout Suzanne Rocher. Mont a reas an tiegezh neuze da chom nepell diouzh an tour Solidor e Sant-Servan. Pan eas Suzanne da Bariz er bloavezhioù 1920, e kemeras an anv Suzy Solidor diwar anv an savet e porzh Sant-Servan.
E 1916 e voe sur-mat e-touez ar Breizhadezed kentañ o tapout he mad-da-gas-karr, pa ne oa nemet 17 vloaz.

Un tamm a-raok arsav-brezel 1918 e oa bet anvet da vleinerez ofiserien-uhel, ha gwelet e voe o vleinañ ambulañsoù e talbenn an Oise, hag an Aisne[2].

Pariz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brezel e teuas da chom da Bariz. War-dro 1920 e reas anaoudegezh gant Yvonne de Bremond d'Ars, a deuas da chom ganti hag a zeskas dezhi ar vicher a varc'hadourez kozhajoù. Dispartiañ a rejont e 1930, ha daremprediñ a reas Suzy Solidor meur a waz, en o zouez ar c'harrnijer Jean Mermoz[3]. Adalek 1933 e kanas er c'habared « La Vie Parisienne », un davarn diouzh ar c'hiz evit tud pinvidik betek 1946. Buan e voe bras he brud, gant he c'hanaouennoù martoloded, sot e oa al livourien ganti, hag al luc'hskeudennerien, ma veze gwelet en holl gelaouennoù diwar-benn ar c'hiz.

E-pad an Eil brezel-bed e veze darempredet he zavarn gant an ofiserien alaman; kanañ a rae evito doare gallek ar ganaouenn alamanek Lili Marleen, priziet gant soudarded ar Wehrmacht, a oa deuet da vout ur c'han-bale e kompagnunezhioù zo. Kanañ a reas ivez en abadennoù aozet evit an LVF. Se zo kaoz he devoe trubuilh da vare an Dieubidigezh, kaset e voe dirak ar Bodad Glanaat metoù an arzourien (gant tud all evel Tino Rossi), ha ret e voe dezhi paouez a ganañ e-pad ur pennad.

E miz C'hwevrer 1949 e tigoras ur c'habared nevez e Pariz, anvet « Chez Suzy Solidor », straed Balzac. E dibenn ar bloavezhioù 1950 en em dennas e Cagnes-sur-Mer.

Pezhioù-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • C'hoari pezh a reas, menegomp:
  • L'Opéra de quat'sous, Bertold Brecht, e c'"hoariva an Étoile, e 1937, gant Raymond Rouleau ha Renée Saint-Cyr.
  • L'École des hommes, Jean-Pierre Giraudoux, e c'hoariva Michel, koulzad 1950-1951, pezh skrivet eviti ma c'hoari ul livourez na blij ket ar baotred dezhi.

He filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Térésine, Paris, Les éditions de France, 1939 (220 p.)
  • Fil d'or, Paris, Les éditions de France, 1940 (217 p.)
  • Le Fortuné de l'Amphitrite, Paris, Les éditions de France, 1941 (213 p.)
  • La Vie commence au large, Bruxelles-Paris, Éditions du Sablon, 1944 (242 p.)

He c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Dans un port", skrivet ganti.
  • "C'est à Hambourg".
  • "Je t'espère".
  • "La fille des bars".
  • "Ohé capitaine".
  • "La brume sur le quai".
  • "Le matelot de Bordeaux".
  • "Une fille dans chaque port".
  • "Le bateau espagnol".
  • "Tout comme un homme".
  • "Comme une feuille au vent".
  • "Obsession" (chaque femme je la veux), 1933.
  • "La belle croisière", 1934.
  • "Une femme", 1934.
  • "Ouvre", 1934 (Edmond Haraucourt - Laurent-Rualten)
  • "La maison des marins", 1934.
  • "Les filles de Saint Malo", 1934.
  • "La fille des bars", 1934.
  • "La belle escale", 1935.
  • "Le doux caboulot", 1935.
  • "Si l'on gardait", 1935.
  • "La belle d'Ouessant", 1935.
  • "Mon légionnaire", 1936.
  • "Sous tes doigts", 1936.
  • "La tonnelle des amoureux", 1936.
  • "Hawai nous appelle", 1936.
  • "La java du clair de lune", 1936.
  • "La chanson de la belle pirate", 1936.
  • "Nuit tropicale", 1937.
  • "Mon secret", 1938.
  • "Johnny Palmer", 1938
  • "Si j'étais une cigarette", 1938.
  • "Escale", 1938.
  • "La danseuse est créole", 1938 (Jacques Plante-Louiguy)
  • "On danse sur le port", 1939.
  • "J'écrirai", 1939, skrivet ganti.
  • "Mon cœur est triste sans amour", 1940.
  • "Je ne veux qu'une nuit", 1941.
  • "Lily Marlène", 1942.
  • "La jolie Julie", 1942.
  • "A quoi songes-tu ?", 1943.
  • "Le soldat de marine", 1943.
  • "Trois lettres de toi", 1943.
  • "Le petit rat", 1947.
  • "Un air d'accordéon", 1947.
  • "Un refrain chantait", 1947.
  • "Amours banales", 1947.
  • "L'amour commande", 1948.
  • "Saïgon", 1948.
  • "Congo", 1948.
  • "Nature boy", 1948.
  • "L'inconnue de Londres", 1948.
  • "Soir de septembre", 1948.
  • "J'aime l'accordéon", 1949.
  • "Casablanca", 1949.
  • "Valsez Laurence", 1950.
  • "La foule", 1951.
  • "Brasileira", 1951.
  • "Judas", 1952.
  • "La brume", 1952.
  • "Danse de la corde", 1952.
  • "La dame qui chante", 1952.
  • "Si le Rhône rencontrait la Seine", 1952.
  • "Amor y mas amor", 1952.

Kelfilm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Suzy Solidor, un étrange destin, film savet gant Alain Gallet, kelfilm 52 munut, Aligal Production ha France 3 Ouest, DVD.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Véronique Mortaigne, Solidor, furieux baisers, Le Monde, niverenn 19552, Meurzh 4 a viz Kerzu 2007
  • Marie-Hélène Carbonel, Suzy Solidor : Une vie d'amours. Embannet gant Autres Temps e 2007 en dastumad Temps mémoire. (ISBN 284521295X)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Robert Henri Marie Joseph Surcouf (Sant-Servan, 30 a viz Here 1868 - Pariz, 1 a viz C'hwevrer 1944) kannad Il-ha-Gwilen etre 1898 ha 1919.
  2. Jean Forget, Louis Libert, Edouard Menguy et al., Un demi-siècle à Saint-Servan, Dinarzh, Danclau, 1998 & Alain Gallet, Suzy Solidor, un étrange destin, cf. § Documentaire.
  3. Ibid.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]