Summertime

Eus Wikipedia

Summertime a zo ur ganaouenn saoznek savet e 1935 gant George Gershwin evit e opera Porgy and Bess.
Savet e oa bet ar pozioù gant Edwin DuBose Heyward (1885-1940) hag e wreg Dorothy (1890-1961), hag Ira Gershwin (breur George).
Ul luskellerezh eo ar ganaouenn-mañ, bet kanet gant an dudenn Clara d'he babig. Brudet-kenañ eo Summertime er bed a-bezh.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]