Sugawara no Michizane

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kanke (anvet ivez Sugawara no Michizane, eus Ogura Hyakunin Isshu)

Sugawara no Michizane (菅原道真 26 Meurzh 845 - 903) a oa ur c'helenner, ur barzh, hag ur politikour en deus bevet e-kerzh marevezh Heian Japan. Sellet e vez outañ evel ouzh ur barzh ampart-kenañ, dreist-holl er varzhoniezh sinaat.

Ganet e oa bet en un tiegezh lenneien. E servij al lez e oa bet e diegezh, e dad-kozh peurgetket. Kelenn a raent an istor er skol vroadel evit an danvez kargidi. Savet e oa bet ur skol brevez gant e dad en e vaner ha kelenn a rae d'ar studierien en em briente evit kenstrivadeg mont e-barzh ar skol vroadel pe a oa mennet da vont da varnerien.

Degemeret e voe Sugawara er genstrivadeg ha mont a reas en Daigaku, anv an akademiezh vroadel d'ar mare-hont. Goude bezañ diplomet e krogas gant e vuhez el lez evel kelenner. Anvet e voe ivez da gargiad ar gouarnamant. A-drugarez d'e varregezh war ar sinaeg e veze lakaet da labourat evit an diplomategezh a-wechoù ha da zegemer kannaded estren. Ouzhpenn e labour el lez e rae war-dro ar skol brevez bet savet gant e dad. Anvet e voe ivez da Monjo Hakushi, ar garg kelenn uhelañ en Daigaku. Ar garg-se a veze sellet outañ evel ar garg enorusañ a c'halle bezañ tapet gant un istorour.

D'ur mare bennak e voe kollet gantañ e vrud el lez hag anvet e voe da c'houarnour ur broviñs. Ne oa ket ar wech kentañ dezhañ bezañ anvet da gargoù evel-se c'hoazh met betek-neuze n'en doa ket bet da guitaat al lez evit kelo-se. Koll a reas e garg a gelenner el lez ha rankout a reas moarvat mont da chom d'ar broviñs bet lakaet dezhañ. Pa savas un tabut politikel etre an Impalaer Uda ha Fujiwara no Mototsune avat e kasas e skoazell da Mototsune a ouias kas an dorzh dezhañ d'ar gêr. Daoust ma ne oa ket echu e amzer gouarnour gant Sugawara c'hoazh e voe galvet en-dro da Gyoto

Kargoù uhel a voe fiziet e Sugawara e lez an Impalaer Uda met e 901 e voe iriennet a-enep dehañ gant e eneber Fujiwara no Tokihira ha torret e voe eus e gargoù hag anvet da gargiad bihan e Dazaifu, e Proviñs Chikuzen Kyushu. Goude e varv reuzeudik, e-unanik, e kouezhas ar vosenn hag ar sec'hor war ar vro ha mervel a reas mibien an Impalaer Daigo an eil war-lerc'h egile. Skoet e veze ingal Hall Degemer ar Palez Meur (shishinden) gant al luc'hed ha reuziet e voe kêr gant kaouadoù avel tourmant ha dour-beuz sizhunvezhioù-pad. Lakaet e voe ar gwalennoù-se war gont spered kounnaret Sugawara marvet en harlu ha savet e voe un templ shinto anvet Kitano Tenmangu e Kyoto, gouestlet dezhañ. Adroet e voe e gargoù hag e ditloù da Sugawara goude e varv ha diverket e voe eus ar marilhoù kement meneg a rae anv eus e vuhez en dispell. Douekaet eo bet Sugawara evel Tenjin-sama, pe kami pe gouzieg. Hiziv an deiz ez eus kalz a demploù en e enor e Japan.

Gant sugawara e voe divizet paouez gant kannaderezh an Impalaer da Sina e 894, dre ma soñje dezhañ ne oa ket ken skedus an dierniezh Tang ken.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.