Subduktadur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Berrdres un takad islinkañ

Islinkadur a ra an douaroniourien eus sankadur ur blakenn dektonek e mantell an Douar. Ur blakenn veurvor a vez eus ar blakenn a spluj peurvuiañ. Gallout a ra splujañ dindan ur blakenn gevandir pe ur blakenn veurvor all.

Gant plakennoù maengelc'h eo savet gorre an Douar. Kalet eo ar plakennoù-se, dilec'hiet e vezont e-keñver ar re all. Kevandirel pe meurvorel e c'hallont bezañ. E live ar c'heinennoù meurvor e kenforc'h ar plakennoù, ha krouet e vez ul leurenn veurvor a vrasa gorread ar meurvorioù. Dre m'eo digemm gorread an Douar eo ret eo ez afe kuit al leurenn veurvor d'ul lec'h bennak all. Kement-se a vez stadet en takadoù islinkañ, ma spluj ar plakennoù meurvor e diabarzh ar voul Douar.

Moan, tomm ha skañv eo ar plakennoù veurvor a zo ganet e live ar c'heinennoù. En ur goshaat e teuont da vezañ yenoc'h-yenañ dindan levezon ar mor. Tevoc'h ha pounneroc'h e teuont da vezañ, betek bezañ douesoc'h eget an astenosfer (ar vantell domm). Sachet int neuze etrezek an donderioù gant o fouez e live an takadoù islinkañ. Ar reizhiad-se eo unan eus abegoù pennañ fiñvoù ar plakennoù war gorre an Douar. Displegañ a ra perak e fiñv ar plakennoù meurvor betek al lec'h ma splujont dre islinkadur.