Strollad poblek europat

Eus Wikipedia

Ar Strollad poblek europat (EPP) zo an hini brasañ eus ar strolladoù politikel europat treuzbroadel. Savet e oa bet e 1976. Kavout a reer ennañ strolladoù mirour pe demokrat-kristen eus Europa. En EPP ez eus 71 strollad ezel eus 38 bro, 9 rener gouarnamant eus Unvaniezh Europa ha 6 eus diavaez an unvaniezh, 9 c'homiser eus Unvaniezh Europa (ar prezidant en o zouez), hag ar strollad brasañ e Parlamant Europa gant 277 ezel.