Strollad Marksour-Leninour (SUA)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Strollad Marksour-Leninour (e saozneg: Marxist-Leninist Party) a oa anv ur strollad komunour marksour-leninour enep-adwelour bet krouet en Stadoù-Unanet Amerika e 1960


Er penn-kentañ e savas ar Strollad a-du gant ar vaoouriezh liammet kreñv ouzh Strollad Komunour Kanada (Marksour-Leninour) gant Hardial Bains en e benn, met da heul an disrann etre Sina hag Albania e savas a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania.

War-dro 1973 e oa bet adanvet "Aozadur Kreiz Marksourion-Leninourion SUA" (Central Organization of US Marxist-Leninists) .

Da c'houde, avat, e tilezas tezennoù an hoxhaouriezh en ur glask sevel ul linenn marksour-leninour enep-adwelour nevez-flamm distag koulz diouzh teoriennoù Sina ha diouzh re Albania hag e 1980 e oa bet adanvet "Strollad Marksour-Leninour SUA" (Marxist-Leninist Party USA) hag en em disrannas a reas diouzh Strollad Komunour Kanada (Marksour-Leninour) bloaz war-lerc'h, o venel fiel da Strollad Kanada un disrann-diabarzh, deuet da vezañ Aozadur Marksour-Leninour SUA (U.S. Marxist-Leninist Organization).

Goude an troc'h gant Strollad Komunour Kanada (M-L) e stagas ar Strollad da adwelet e linenn bolitikel, dresit-holl gantañ da bal sachañ warnañ aozadurioù enep-welour all o vont muioc'h-mui war an tu-dehoù.

Da diwezh ar bloavezhioù 1980s en doa divizet ar Strollad e oa ret d'an enep-welourion wirion chom hep sevel a-du gant linenn bolitekel al luskad komunour etrebroadel o tennañ da dalbenn ledan ar bobl savet goude Kendalc'h ar C'homintern bet dalc'het e 1935. Chom stanket a reas ar Strollad da neuze neoazh ha da geñver ar pemvet Kendalc'h dalc'het e 1993 e oa divizet e divodañ.

Kenderc'hel a reas ez-izili eus ar Strollad Marksour-Leninour e diabarzh Aozadur ar Mouezh ar Gomunouriezh (Communist Voice Organization).

Embannet e veze gant ar Strollad ar gelaouenn Workers Advocate ("Difenner al Labourerion").