Strollad Komunour Unvan Armenia

Eus Wikipedia

Strollad Komunour Unvan Armenia (en armenieg: Հայաստանի Միավորված Կոմունիստական Կուսակցության, ՀՄԿԿ; Hayastani Miatsial Komunistakan Kusaktsutyun) a zo anv ur strollad komunour oberiant en Armenia, krouet e 2003 pa oa bet kendeuzet Strollad Komunour Armenia Adnevezet, Strollad Komunour Labourerion Armenia, Unvaniezh Labourerion Armenia, Unvaniezh Komunourion Armenia, Strollad Marksour Armenia ha Strollad ar Gefredourion.

Dalc'het e oa bet Kendalc'h kentañ ar Strollad d'ar 25 a viz Meurzh 2004 ma oa bet dilennet Youri Manoukian da Kentañ-Sekretour. 77 ezel ez eus er C'huzul-Kreiz ha 17 er Burev Politikel.

Tostoc'h emañ ouzh ar gouarnamant evit strollad komunour pennañ ar vro, Strollad Komunour Armenia en ur chom hep kemer ket perzh e talbennoù krouet evit sevel a-enep d'ar gouarnamant.

Disklêriet en deus ar Strollad ma souten Serj Sargsyan evel danvez-Prezidenant da geñver ar mouezhiadegoù broadel.