Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour - Hareketi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour - Hareketi (e turkeg: Türkiye Komünist Partisi/Marksist-Leninist - Hareketi; hareketi, "luskad") a oa anv ur strollad komunour marksour-leninour a stourme dre guzh bet krouet e Turkia e 1976 da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour.

Pellaat a reas ar Strollad diouzh ar vaoouriezh rik tamm-ha-tamm o sevel a-enep, da skouer, da deorienn "Brezel ar Bobl" hag a-benn ar fin e tiklêrias ne oa ket anezhañ ur strollad maoour e 1980. Da heula n disrann etre Sina hag Albania e savas a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania daoust ha ma ne oa ket bet anavezet gant Albania ez-ofisiel evel ur strollad kar evel ma reas gant Strollad Komunour Dispac'hel Turkia.

E 1978 e c'hoarvezas un disrann e diabarzh ar Strollad o vont kuit un toullad izili, krouet gante da c'houde Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour (Aozadur Adsevel Nevez) (Türkiye Komünist Partisi/Markist-Leninist (Yeniden İnşa Örgütü)).

Goude an taol-stad e 1980 e tec'has meur a benn betek kornôg Europa.

Leun a diaesterioù ha disemglevioù diabarzh e oa ar prantad 1983-1984 ha dalc'het e oa bet ar C'hendalc'h Dresitordinal Kentañ e 1986 evit klask dont a-benn d'ar c'hudennoù.

E 1989 e kensinas ar Strollad un disklêriadur a-gevret gant Luskad Komunour Labourerion Turkia (Türkiye Komünist Isçi Hareketi) evit lañs ur galv evit unaniezh ar gomunouron hag e 1990 e oa bet krouet ur c'huzul kenurzhiañ evit klask tizhout ur c'hemeglev kendeuziñ kenetreze o-daou ha gant Luskad Komunour Dispac'hel Labourerion Turkia (Türkiye Devrimci Komünist İşçi Hareketi) evit krouiñ ur strollad unvan.

Dalc'het e oa bet Pevare Kendalc'h ar Strollad e 1991 ha da geñver ar pemvet Kendalc'h lidet e 1993 e oa bet kadarnaet ar c'hoant da genderc'hel gant ar raktres kendeuziñ hag a-benn ar fin e 1994 e kendeuzas da vat Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour - Hareketi gant Luskad Komunour Dispac'hel Labourerion Turkia ha diwar ar c'henemglev-se e oa bet savet ur strollad nevez, anvet ar Strollad Komunour Marksour-Leninour (Marksist-Leninist Komünist Partisi).

Embannet e oa bet gant Strollad Komunour Turkia/Marksour-Leninour - Hareketi ar gelaouenn Devrimci Halkın Birliği adalek 1978.