Strollad Komunour Skos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Strollad Komunour Skos (e saozneg: Communist Party of Scotland; e gouezeleg Skos: Pàrtaidh Co-Mhaoineach na h-Alba) a 'zo anv ur strollad komunour oberiant e Bro-Skos, bet krouet e 1991 goude ma oa bet divodet Strollad Komunour Breizh-Veur (SKB-V) (Communist Party of Great Britain) hag adsavet dindan an anv nevez Tu-kleiz Demokratel (Democratic Left). Meur a gomunour/ez e Skos a savas a-enep d'an diviz-se bete kemeret gant SKB-V ha krouet e oa bet gante da neuze Strollad Komunour Skos hag en em ezelañ a reas 280 ezel bnnak eus SKB-V d'ar strollad skosat nevez ha darempredoù mat en deus gant Strollad Komunour Skos ez-Sekretour-Meur Strollad Komunour Breizh-Veur, Gordon McLennan.

Eric Canning eo Sekretour Broadel ar Strollad hiziv.

N'en deus ket kemret perzh er mouezhiadegoù e Skos betek-hen daosut ha m'eo bet soutnet gant ar Strollad kannaded/ezed Strollad Sokialour Skos (Scottish Socialist Party/Pàrtaidh Sòisealach na h-Alba) er bloavezhioù tremenet, ha sevel a ra a-du gant dishualded Skos.

Liammoù diavaez:[kemmañ]