Strollad Komunour Portugal (Adsavet)

Eus Wikipedia

Strollad Komunour Portugal (Adsavet) (e portugaleg: Partido Comunista Português (reconstruído)), adanvet da c'houde Strollad Komunour (Adsavet) (Partido Português (Reconstruído)) a oa anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet e Portugal e miz Kerzu 1975 pa oa bet kendeuzet Aozadur Marksour-Leninour Portugal (Organização Comunista Marxista-Leninista Portuguesa), Strollad Unvaniezh ar Bobl (Partido de Unidade Popular) hag an Aozadur evit Adsevel ar Strollad Komunour (Marksour-Leninour) (Organização para a Reconstrução do Partido Comunista (Marxista-Leninista)).

Sevel a rae ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania ha levezonet-don e oa ar Strollad gant Strollad Komunour Brazil.

Embannet e veze gant ar Strollad ar gelaouenn Bandeira Vermelha ("Banniel Ruz").

Unvaniezh ar Yaouankiz Komunour Dispac'hel (União da Juventude Comunista Revolucionária) oa oa anv kevrenn yaouankizoù ar Strollad.

E 1992 e oa bet adanvet Komunourion evit an Demokratelezh hag an Araokadur (Comunistas pela Democracia e Progresso).

E 1995 e kendeuzas gant Unvaniezh Demokratel ar Bobl (União Democrática Popular).