Strollad Komunour Marksour-Leninour Gres

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arouezenn ar Strollad

Strollad Komunour Marksour-Leninour Gres (SKM-LG) (e gresianeg: Μαρξιστικό-Λενινιστικό Κομμουνιστικό Κόμμα Ελλάδα: Μ-Λ ΚΚΕ) a 'zo anv ur strollad komunour maoour oberiant e Gres.

Krouet e oa bet ar Strollad pa'c'h eas kuit ul lodenn eus izili Aozadur Marksourion-Leninourion Gres e 1964 o sevel a-du gant Tezenn an Tri Bed da heul marv Mao Zedong.

Embannet e vez gant ar strollad ar gelaouenn Λαϊκός Δρόμος ("Hent ar Bobl") div wezh bep miz.

Disoc'hoù er mouezhiadegoù[kemmañ]

Abaoe 1976 betek hiziv (2008) eo en em kinniget SKM-LG e holl dilennadegoù pe o-unan pe a-gevret gant strolladoù maoour all:

  • Dilennadegoù evit Parlamant Gres 1985 a-gevret gant Strollad Komunour Gres (marksour-leninour) dindan an anv "Κομμουνιστική Αριστερά" ("Tu-kleiz Komunour"): 5.383 mouezh (0,08%).
  • Dilennadegoù 1989 (div wezh), 1990 ha 1993: 0.02% - 0.03%.
  • Dilennadegoù evit Parlamant Gres 1996: 4.016 mouezh (0,06%).
  • Dilennadegoù evit Parlamant Europa 1999: 16.782 mouezh (0,26%)
  • Dilennadegoù evit Parlamant Gres 2000, a-gevret gant A/synechia dindan an anv "ΜΛ-ΚΚΕ-Αριστερά!" ("SKM-LG - Tu-kleiz!"): 5.869 mouezh (0.09%)
  • Dilennadegoù evit Parlamant Gres 2004: 4.846 mouezh (0,07%).
  • Dilennadegoù evit Parlamant Europa 2004: 21.220 mouezh (0,35%).
  • Dilennadegoù evit Parlamant Gres 2007: 8.088 mouezh (0,11%).

Liammoù diavaez[kemmañ]